Carl Walther GmbH
Evit krouer an embregerezh, gwelet Carl Walther.
| Carl Walther GmbH | |
|---|---|
| Krouidigezh | 1886 |
| Saver | Carl Walther |
| Sez sokial | Zella-Mehlis (betek 1945) ; Ulm (abaoe 1949) |
| Produioù | Armoù-tan |
| Kevredigezh e penn | PW Group |
| Lec'hienn Internet | carl-walther.com |

Walther zo ur produer armoù-tan alaman savet e 1886 e Zella-Mehlis (Thüringen). E Ulm emañ sez sokial an embregerezh bremañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Carl Wilhelm Freund Walther a zigoras e stal fuzuilhoù gentañ e 1886 e Zella-Melhis (Thüringen). Kregiñ a reas e 1908 da broduiñ pistolennoù asambles gant e vab henañ, Fritz Walther. Ar patromoù kentañ eus 1 da 5 hag eus 7 da 9 a oa kambret e .25 ACP ha .32 ACP. Ar patrom 6 e oa an hini kentañ gant Walther kambret e 9 mm Parabellum ; ne reas ket berzh hag ur mil bennak a voe produet nemetken. Fritz Walther a gemeras penn an embregerezh goude marv e dad e 1915.
E 1929 e krogas da broduiñ ar rummad pistolennoù brudet Walther PP Polizeipistole (pistolennoù polis). E 1931 e kendalc'has gant ar PPK kentañ (Polizeipistole Kriminalmodell, da lavaret eo « pistolennoù evit an ensellerien »). An daou rummad PP ha PPK a oa kambret e .22 Long Rifle, .32 ACP, .380 ACP hag un nebeud anezho e .25 ACP. Ar PP a oa ar pistolennoù kentañ produet a-rummadoù gant teknik ar c'hoagañ. E 1938 e voe dibabet ar Walther P38 e 9 mm gant ar renad nazi evit kemer plas al Luger P08 implijet er Wehrmacht.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1942 betek 1945 e voe implijet prizonidi kamp-bac'h Neuengamme gant an embregerezh. Ul labouradeg a voe savet war-eeun er c'hamp. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe distrujet labouradegoù an embregerezh ha lakaet Zella-Mehlis en takad soviedel. Ne chome nemet steuñvioù ha brevedoù armoù diwar Walther. Fritz Walther a adkrogas pep tra en-dro hag a savas ul labouradeg en Ulm (Republik Kevreadel Alamagn). Abalamour d'ar berzioù war ar produiñ armoù e krogas da sevel mekanikoù-jediñ ha prestik goude armoù dre aer gwasket[1].
Emdroadur eil hanterenn an XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1957 e adkrogas Walther da broduiñ ar P38, adanvet P1, evit pourveziñ ar Bundeswehr gant armoù-dorn. Fritz Walther a varvas e 1966. E vab Karl-Heinz a gasas produiñ an embregezh war-zu an armoù sport.
E 1993 e voe prenet Walther gant Umarex Sportwaffen (bremañ ur rann eus PW Group), eus Arnsberg, e Nordrhein-Westfalen. Kopiennoù eus kalz armoù Walther a voe savet gant Umarex. An hini kentañ anezhe a oa ar CP88, kopienn ar Walther P88. Kendalc'het e voe ar produiñ armoù-tan dindan an anv Walther en Ulm hag en Arnsberg.
E 1999 e teuas an embregerezh stadunanat Smith & Wesson da vezañ enporzhier Walther e Stadoù-Unanet Amerika. PW Group a savas e 2012 Walther Arms, Inc. e Fort Smith (Arkansas), e bal gwerzhañ armoù Walther er Stadoù-Unanet. Abaoe 2021 e werzh Walther ur rummad pistolennoù marc'hadmat anvet PDP hag a glask keveziñ gant ar Glock.
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pistolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Walther PP
- Walther PPK
- Walther P38 / P1 / P4 / P5
- Walther TPH
- Walther P88
- Walther P22
- Walther PPS
- Walther PK 380
- Walther SP 22
- Walther PPQ
- Walther PDP
Pistolennoù dre aer gwasket
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Walther G43
- Walther G22
- Walther WA 2000
Karabinennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Walther KKJ
Karabinennoù dre aer gwasket
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Walther PPK eo arm muiañ-karet ar spier saoz James Bond.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The First Century, lec'hienn an embregerezh Carl Walther
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, p. 127. Elcy Éditions, 2011 (ISBN 2-7532-0521-3)