Carl Bildt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Carl Bildt, e 2009

Nils Daniel Carl Bildt (ganet d'ar 15 a viz Gouere 1949) zo ur politikour hag un diplomat svedat. Kentañ Ministr Sveden e voe eus 1991 da 1994. E penn ar Moderata samlingspartiet e oa eus 1986 betek 1999. Ministr an Aferioù Estren e voe ivez etre Here 2006 ha Here 2014, e gouarnamant Fredrik Reinfeldt.

Un tamm brud en deus tapet evel hanterour e brezelioù Yougoslavia, pa oa kannad ispisial Unaniezh Europa e broioù Yougoslavia gozh adalek Mezheven 1995, unan eus kadoridi kendivizoù Emglev Dayton e miz Du 1995 ha Dileuriad Uhel evit Bosnia ha Herzegovina eus Kerzu 1995 da Vezheven 1997, goude Brezel Bosnia. Eus 1999 da 2001 e voe Dileuriad ispisial ar Broadoù Unanet er Balkanioù.


En e raok:
Ingvar Carlsson
Kentañ Ministr Sveden
Ardamezoù Sveden
4 a viz Here 1991 – 6 a viz Here 1994
War e lerc'h:
Ingvar Carlsson

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.