Mont d’an endalc’had

Capoeira

Eus Wikipedia
Capoeira
Roda (kelc'h) Capoeira e kêr-benn Bahia. Skeudennoù : Clara Angeleas, Sekretourva Ispisial ar Sevenadur Ministrerezh ar C'heodedouriezh
Arzoù emgannañ
 Brazil
Deiziad krouiñXVIvet kantved
Stad orinBrazil
DiorroerVicente Pastinha, Manuel dos Reis Machado
GwarezRoll dileuriad hêrezh sevenadurel dizanvezel an denelezh (Cultural heritage of Humanity)
Deskrivet en URL(en) UNESCO
Pleustret gantcapoeiristas

Capoeira a vez lavaret eus un arz-emgannañ brudet, eus Brazil, a gaver ar gwrizioù anezhañ e gourenoù ha dañsoù pobloù afrikan bet kaset da Vrazil da vare ar sklaverezh. Pleustret e vez evel ur gouren, un dañs pe evel ur seurt prederouriezh gant lod. Implijout a ra gourenerien ar c'hapoeira o zreid un tamm-mat hag en un doare ouesk da-vat.

Gant taolioù-troad ha taolioù-skubañ dreist-holl, hag ivez taolioù-penn, taolioù-glin, taolioù-ilin hag akrobated war an douar pe en aer, e vez disheñvel diouzh an arzoù emgannañ all dre e sonerezh, ma tesk ar pratikoù, anvet capoeiristas, n'eo ket hepken stourm, met ivez seniñ binvioù boas ha kanañ[1].

Cantigas (kanouennoù)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hapoeira a ginnig ur roll kanaouennoù kanet e portugaleg. Ganto e vez dalc'het mojennoù ar c'hapoeira, e komz eus darvoudoù istorel hag a-vremañ, hag e tiskouez c'hoarioù ar roda (kelc'h gant capoeiristas).

Ur ganaouenn-digeriñ hiroc'h eo al Ladainha, kanet gant penn ar roda hepken, hep sonerezh binvioù peurliesañ. Tra ma vez treuzkaset kanaouennoù zo a rumm da rumm e vez savet reoù nevez ivez.

Ar Saudação a zo un eskemm saludioù pe alegoriennoù berr etre ar c'haner pennañ hag ar c'hor.

Corridos, niverus, a ziskouez an etregwered etre ar c'haner pennañ hag ar c'hor dre frammoù silabennek liesseurt. Eno e vez kavet ar repertoire pinvidikañ.

E fin ar roda e vez kanet korridoù ispisial alies evel kenavo. Ar c'haner pennañ a c'hellfe kanañ, da skouer, "Adeus, Adeus!" (kenavo) hag ar c'hor a respont gant "Boa viagem!" (Beaj mat deoc'h !).

Biñvioù seniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar berimbau eo benveg pennañ al laz-seniñ. Daoust d'e stumm simpl eo diaes seniñ ar berimbau ha n'eus ket ezhomm nemet eus ur skiant mat eus ar ritm, met ivez eus ur c'henurzhiañ hag ur nerzh bras. Binvioù all a ya d'ober an orkestra : ar pandeiro, an atabaque, ar reco-reco, hag an agogô zo ur benveg samba.

ton sonet gant teir berimbau

  1. (en) Willson, Margaret, 2001, Designs of Deception: Concepts of Consciousness, Spirituality and Survival in Capoeira Angola in Salvador, Brazil. Anthropology of Consciousness. P. 19–36