Canik Arms
| Anvet diwar | Canik Mountains |
|---|---|
| Stad | Turkia |
| Sez sokial | Istanbul |
| Produ | arm-tan |
| Lec'hienn ofisiel | https://canikarms.com |
CANiK Arms zo ur rann eus an embregerezh turk Samsun Yurt Savunma (SYS) hag a brodu armoù-tan hiniennel, pistolennoù dreist-holl. E Samsun emañ e sez, hag e Istanbul emañ e lec'hioù-produiñ[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe CANiK e 1999, ha kregiñ a reas da broduiñ pistolennoù anvet Canik 55 ha deveret eus ar Walther P99 alaman. E Turkia e voent gwerzhet dreist-holl. E 2009 e sinas un emglev gant Century Arms evit gwerzhañ e armoù e Stadoù-Unanet Amerika. Adanvet e voe ar pistolennoù TP9, ha brud a dapjont eno abalmour d'o friz izel. Gwerzhet eo an TP9 er bed a-bezh hiziv an deiz[2].
Pourveziet eo arme Turkia gant pistolennoù CANiK abaoe 2018. Labourat a ra an embregerezh war armoù all, evel un adstumm d'ar vindrailherez stadunanat Browning M2, anvet Hızlı Değiştirilen Namlu ("Kanol a c'haller cheñch buan"). Ar 7vet produer armoù-tan hiniennel er bed e oa CANiK e 2021[3].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (tr)(en) Lec'hienn CANiK Arms
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Contact war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 23/03/2025)
- ↑ (en) LANG Randall, A Brief History of Canik Firearms, Coventry Tactical, 08/08/2023 (lennet d'an 20/03/2025)
- ↑ (tr) Tahir Ömer Çokluk, Dünyanın en büyük 7. hafif silah üreticisi Canik Arms! Bu gurur Samsun'un, Samsun Haber, 08/04/2021 (lennet d'an 22/03/2025)