Mont d’an endalc’had

Camembert (keuz)

Eus Wikipedia
Camembert (keuz)
Anv er yezh orincamembert Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Dizoloer pe ijinerMarie Harel Kemmañ
Lec'h produiñNormandi Kemmañ
Ur pennad camembert zo ivez.

Camembert zo un anv generek hag a ra dave d'ur c'heuz gant un toaz blot hag ur greunenn vleuniek.

N'eo ket gwarezet an anv-se hag ober a ra dave a-wechoù da geuzioù disheñvel awalc'h eus ar c'hamembert orin : camembert Normandi, gwarezet eñ gant un Anvadur orin gwarezet (AOG).

An eil keuz ar muiañ bevezet e Frañs eo ar c'hamembert (52 500 tonenn) a-dreñv an emmental (146 000 tonenn) (sifroù 2022)[1],[2].

Un arouez eus Bro-C'hall eo, evel ar vagetenn vara.

Bez e oa eus ar c'hamembert kalz a-raok Marie Harel, a vijet bet ijinet ar c'hamembert e dibenn an XVIIIvet kantved hervea ar vojenn.

  1. Fromages et autres produits de la crèmerie, Pariz, Hachette Pratique, Hachette cuisine, 2023, 286 p., p.282, rann Miscellanée.
  2. Ar c'heuzioù ar muiañ bevezet gant ar C'hallaoued war al lec'hienn Statista.