Mont d’an endalc’had

Callistocypraea aurantium

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Callistocypraea aurantium

Hoc'higed-mor aouret
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Callistocypraea
Anv skiantel
Callistocypraea aurantium (Gmelin, 1791)
{{{2}}}
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Callistocypraea aurantium zo ur spesad kregin boutin a-walc'h ezlec'hel eus Meurvor Habask. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Callistocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species (WORMS)[1].

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivet eo bet ar spesad gant Gmelin e 1974 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se, ha diblaset eo bet goude er genad Lyncina a-raok erruout er genad Callistocypraea. Dont a ra e anv eus al liv orañjez. Citrus aurantium= oranjez (Frouezh), aurum = aour[2].

Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.

  • Cypraea aurantium hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Lyncina aurantium, anv aet da get.

Kavet e vez Callistocypraea aurantium etre ar mor etre betek ar mor don betek 200 m donder, e frailhoù pe mougevioù, an aliesañ asambles gant spouennoù oranjez. Dastumet alies gant rouedoù don.

Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 85 ha 105 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 58 mm gour, pe ramz betek 121 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Callistocypraea broderipii, Callistocypraea leucodon ha Callistocypraea nivosa spesadoù ar memes genad.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Callistocypraea aurantium (Gmelin, 1791). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=1248575 on 2025-02-20 (en)
  2. (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)