Call of Duty
| Deiziad krouiñ | 29 Her 2003, 7 Du 2003 |
|---|---|
| Anv berr | CoD |
| Titl | Call of Duty |
| Danvez pennañ | Eil Brezel-bed |
| Tachenn | tenn kentañ-sell, c'hoari tenn trede sell |
| Ti-embann | Activision |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Yezh an oberenn pe an anv | alamaneg, spagnoleg |
| Hollved faltaziek | Call of Duty universe |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | id Tech 3, Treyarch NGL, IW |
| Diaz embann | CD-ROM |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.callofduty.com/ |
| Deskrivet en URL | https://www.digitalfoundry.net/video-game-franchises/call-of-duty |
| Hashtag | CallofDuty, CoD, callofduty |
Call of Duty (berraet en CoD) zo un heuliad c'hoarioù video doare tenn kentañ sell milourel ha frañchiz media embannet gant Activision, ha kroget e 2003. Ar c'hoarioù video a oa bet diorroet da gentañ gant Infinity Ward, goude-se gant Treyarch ha Sledgehammer Games. Meur a ouzhpennadur doare spin-off pe c'hoarioù video hezoug a zo bet savet gant studioioù all. An hini diwezhañ en heuliad eo Call of Duty: Black Ops 7, embannet d'ar 14 a viz Du 2025.
An heuliad diazez a c'hoarvez e kenarroud an Eil Brezel-bed, gant Infinity Ward o tiorren Call of Duty (2003) ha Call of Duty 2 (2005) ha Treyarch o tiorren Call of Duty 3 (2006). Gant Infinity Ward ha Call of Duty 4: Modern Warfare (2007) e oa bet degaset ur c'henarroud a-vremañ ha berzh bras en doa graet ar c'hoari. Dre-se e oa bet krouet an is-heuliad Modern Warfare; ur stumm modernaet eus Modern Warfare a oa bet embannet e 2016. Daou c'hoari all, Modern Warfare 2 (2009) ha Modern Warfare 3 (2011), a oa bet ouzhpennet. An is-heuliadoù a oa bet azasaet gant Modern Warfare e 2019, Modern Warfare II e 2022, ha Modern Warfare III e 2023. Infinity Ward a oa bet ivez o krouiñ daou c'hoari video er-maez eus an is-heuliadoù Modern Warfare, Ghosts (2013) hag Infinite Warfare (2016).
No Russian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Modern Warfare 2 a zo bet kavet abeg ennañ dre ma vez kavet ul live da c'hoari anvet "No Russian", lec'h ma c'hell ar c'hoarier kemer perzh e lazhadeg trevourien dizarmet en un aerborzh rusian.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel