California Dreamin' (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Barry McGuire, luc'hskeudennet
e Zeland-Nevez e 1979.

California Dreamin' a zo ur ganaouenn saoznek, savet e 1963 gant John (1935-2001) ha Michelle Phillips (1944-)[1] e New York, tra ma oant izili[2] eus ar strollad The New Journeymen.

Enrollet e voe, da gentañ-penn, gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Barry McGuire[3] (1935-) e miz Kerzu 1965, met ne voe ket embannet[4] a-raok miz Genver 1966 en e albom This Precious Time. Klevout splann a c'haller mouezhioù The Mamas & the Papas o tiskanañ a-gor.
E miz Kerzu 1965 eo ivez e voe enrollet (hag embannet) doare The Mamas & the Papas[5] ha chom a raio hennezh evel an hini anavezetañ er bed. Ma voe renket da navet ha pevar-ugent e Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone e 2004, petra bennak ma voe kanet gant arzourien all e-leizh.

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He c'hlevout a c'haller ivez e-barzh un nebeud filmoù :

Selaou California Dreamin'...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwreg John Phillips.
  2. A-gevret gant Marshall Brickman ha Denny Doherty.
  3. Berzh bras en devoa graet gant ar sonenn Eve of Destruction e miz Gouere 1965.
  4. Gant Dunhill Records.
  5. Erlec'hiet e voe gante solo harmonika doare McGuire gant unan fleüt-treuz alto, sonet gant Bud Shank (1926-2009).