CZ P-07
Neuz
| CZ P-07 | |
|---|---|
Ur bistolenn CZ P-07 e 9 mm Parabellum | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr ar c'hanol |
| Munisionoù | 9 mm Parabellum .40 S&W 9 × 21 mm |
| Produerien | Česká Zbrojovka |
| Mare produiñ | 2009 - 2023 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 770 g |
| Hirder | 185 mm |
| Hirder ar c'hanol | 95 mm |
| Endalc'h | Karger fiñv 16 tenn (9 mm) pe 12 tenn (.40 S&W) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar CZ P-07 (anvet P-07 Duty ivez) zo ur bistolenn damaotomatek bet gwerzhet gant an embregerezh tchek Česká Zbrojovka etre 2009 ha 2023.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He gwikefre zo heñvel e vont en-dro ouzh hini ar CZ 75, met savet eo he framm e poliamidenn. Ur blatinenn un-ober ha daou-ober hag ur c'hi diavaez he deus. Disheñvel eo endalc'h he c'harger hervez he c'halibr : 16 tenn e 9 mm Parabellum hag e 9 × 21 mm, pe 12 tenn e .40 S&W[1][2].
Ar CZ P-09, ur stumm brasoc'h anezhi, zo bet gwerzhet gant CZ adalek 2013. Aet eo ar CZ P-07 diwar gatalog an embregerezh tchek e 2024 goude donedigezh an adstumm Compact eus ar P-09 Nocturne.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) POPENKER Maxim, CZ P-07 P-09, Modern Firearms (lennet d'an 18/05/2026)
- ↑ (fr) Guillaume ALEXANDRE, LE P-07 Duty, premier CZ-75 à carcasse polymère, e Cibles n°637, miz Gouere 2023, pp. 10-16
| ||||||||||||||