CZ 805 BREN

CZ 805 BREN | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh-arsailh CZ BREN 2 | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh-arsailh Damaotomatek / tennadeg daou denn / aotomatek Fuzuilh-emgann (stumm CZ BREN 2 BR) |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO 7,62 × 39 mm M43 7,62 × 51 mm NATO |
Produer | CZ |
Mare krouidigezh | Bloavezhioù 2000 |
Mare servij | Abaoe 2011 (arme Tchekia) |
Pouez ha muzulioù Stumm kentañ | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,6 kg |
Hirder | 910 mm |
Hirder ar c'hanol | 360 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 650-850 tenn/mn |
Endalc'h | Kargerioù fiñv 30 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A B (stummoù damaotomatek hepken) |
Ar CZ 805 BREN zo ur fuzuilh-arsailh produet gant an embregerezh tchek Česká zbrojovka abaoe 2011. Meur a astumm anezhi zo bet kinniget dibaoe.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude freuzadenn URSS e rae c’hoazh arme Tchekia gant fuzuilhoù-arsailh Samopal vz. 58 savet er bloavezhioù 1950, ha kambret evit ar c’hartouchennoù 7,62 × 39 mm implijet gant broioù Pakt Varsovia. Fellout a reas d’an arme kaout un arm nevez, kambret e 5,56 × 45 mm evit tostaat da standard an AFNA[1].
E dibenn ar bloavezhioù 2000 e voe kinniget ar CZ 805 BREN gant an embregerezh CZ. Un arm dezhañ daou vod-tennañ e oa (damotomatek hag aotomatek). Ul lamm plegus hag ur c’harger treuzwelus 30 kartouchenn en doa ivez, ouzhpenn ar reilh Picatinny evit sevel ostilhoù all warnañ. Ur banner-greunadennoù CZ G 805 hag ur vaionetez a c’haller stagañ outañ. Choazet e voe e 2011 en ur mod ofisiel gant an arme tchek, a ra gantañ pe gant adstummoù hiziv an deiz c’hoazh[1].
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzh en deus graet ar CZ 805 BREN ha gwerzhet eo bet e meur a vro dibaoe 2011. E 2015 e voe kinniget ar CZ 806 BREN 2, ur stumm skañvoc’h[2]. Homañ a zo bet dibabet gant arme Tchekia evel arm standart ivez. E 2017 e oa bet urzhiet gant ar GIGN gall 68 skouerenn anezhi[3], kambret e 7,62 × 39 mm (evel an AK-47), ar pezh a zo divoutin evit ur vro e kornôg Europa. Kement-mañ a voe divizet goude ar gwalldaolioù e Pariz e 2015, pa zeuas war-wel e oa re izel galloud-herzel ar 5,56 mm boutin a-enep sponterien pourveziet gant fuzuilhoù-arsailh Kalachnikov (evel an AK-74 da skouer). Ar CZ 805 BREN koulz hag an 806 BREN zo kinniget e daou adstumm, anvet A1 (kanol klasel) hag A2 (kanol berroc’h). E-mesk an adstummoù all e c’haller menegiñ :
- CZ BREN 2 BR (« Battle Rifle »), ur fuzuilh-emgann kambret e 7,62 × 51 mm [4];
- CZ 805 BREN S1 ha CZ BREN 2 MS : stummoù damaotomatek hepken evit ar marc’had sivil ;
- CZ BREN 2 PPS (evit Puška pro Přesnou Střelbu, « Fuzuilh evit an tennañ resisted »), fuzuilh-resisted kambret e 7,62 mm NATO ;
- CZ BREN 3, stumm nevez trede rummad kinniget e 2024[5].
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arc'hantina
Egipt
Filipinez
Frañs
Hungaria
Indonezia
Mec'hiko
Moldova
Slovakia
Polonia
Portugal
Tchekia
Ukraina
Viêt Nam
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ar CZ BREN 2 Ms (stumm sivil) war lec'hienn CZ
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, CZ 805 Bren, Modern Firearms (lennet d'an 31/03/2025)
- ↑ '(en)' POPENKER Maxim, CZ-806 BREN-2, Modern Firearms (lennet d'an 31/03/2025)
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, Un nouveau fusil d’assaut tchèque pour le GIGN?, Opex 360, 10/04/2017 (lennet d'an 31/03/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, CZ Bren 2 BR Battle Rifle / assault rifle, Modern Firearms (lennet d'an 31/03/2025)
- ↑ (fr) Nouveauté Eurosatory CZ Bren 3, Le blog de Cibles, 17/06/2024 (lennet d'an 31/03/2025)