C. G. Haenel

C. G. Haenel zo un embregerezh armoù-skoaz alaman diazezet e Suhl (Land Thüringen). Savet e voe e 1840 gant Carl Gottlieb Haenel, un enseller armoù hag a laboure evit Ministrerezh ar Brezel Rouantelezh Prusia, dindan an anv C. G. Haenel Waffen- u. Fahrradfabrik Suhl ("Uzin armoù ha marc'hoù-houarn Suhl C. G. Haenel").
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Produet en deus Haenel fuzuilhoù ha pistolennoù dezhe platinennoù-skeiñ da gentañ, evit ar siviled dreist-holl. Karget e voe da broduiñ ul lodenn eus ar revolverioù Reichsrevolver (e 1879) hag eus ar fuzuilhoù Gewehr 88 (adalek 1888) evit an arme impalaerel. Div fuzuilh-vorailh (Modell 1900 ha Modell 1909) a voe kinniget gant an embregerezh e 1909 evit an dennerien sport. Produiñ a reas fuzuilhoù Gewehr 98 da vare ar Brezel-bed Kentañ[1].
Bloavezhioù 1920-1940
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1921 e krogas an ijinour Hugo Schmeisser da genlabourat gant C. G. Haenel. Betek 1945 e tennjont splet tamm-ha-tamm diouzh an adarmiñ degaset gant an Trede Reich hag eus an Eil Brezel-bed. Ijinet pe produet e voe gant an embregerezh armoù evel ar pistolennoù-mindrailher MP28 (produet gant Haenel met bodet e Belgia evit tremen hebiou feur-emglev Versailhez)[2] ha dreist-holl MP40, unan eus armoù hiniennel diazez armeoù an Trede Reich.
Schmeisser a ziorroas e ti Haenel ar Maschinenkarabiner 42(H), a voe amprouet e 1942 gant ar Wehrmacht, hag a voe diazez ar Sturmgewehr 44, unan eus fuzuilhoù-arsailh kentañ an Istor, diwezhatoc'h.
Goude an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dibenn ar brezel, Soviediz a verzas d'an embregerezh produiñ armoù. Adanvet e voe VEB Fahrzeug- und Jagdwaffenwerk „Ernst Thälmann“ hag adproduiñ a reas armoù, dre aer gwasket da gentañ, ha karabinennoù chase war-lerc'h, dindan an anv merk Haenel Suhl.
E 2008 e adkavas an embregerezh e anv C. G. Haenel. Karabinennoù chase ha redueroù-son a brodu dreist-holl[3]. E 2020 e voe dibabet ar fuzuilh-arsailh Haenel MK 556 savet gant Haenel evit kemer plas an HK G36 er Bundeswehr, met abalamour da gudennoù brevedoù ha lezenn e kemeras an HK 416A8 he flas e 2022[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) C. G. Haenel / Waffen- und Fahrrad-Fabrik, e Suhl zum 400 Jährigen Stadtjubiläum, 1927
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de)(en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)(de) Haenel, C.G. of Suhl, German hunting guns (lennet d'ar 07/12/2025)
- ↑ (en) Bergmann MP 18,I - the "first" submachine gun, Firearms.96 (lennet d'ar 07/12/2025)
- ↑ (de) Produkte war lec'hienn Haenel (lennet d'ar 07/12/2025)
- ↑ (en) SAW David, Germany Finally Settles Assault Rifle Requirement, European Security & Defense, 01/02/2023 (lennet d'ar 07/12/2025)