Kronem

Eus Wikipedia
(Adkaset eus C'hronem)
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kronem (saoz.: chroneme, diwar ar henc'hresianeg: χρονος "amzer") war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus unanenn teorikel diazez hirder ur fonenn, da lâret eo muzul hirder ur gensonenn pe hirder ur vogalenn.

Un nevezc'her an hini eo betek e saozneg.

E darn vrasañ ar yezhoù kemm a ra hirder ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù hervez an endro fonetikel, da lâret eo ar sonennoù all tro-dro dezhe pe tost oute. E yezhoù all avat e c'hell talvezout an hirder da elfenn fonemek evit lakaat kemm etre gerioù peuzheñvel o stumm a-hendall, da skouer "mell" (berr) kv. "mel" (hir) e brezhoneg.

Ne gomzer ket eus kronemoù atav avat bewech ma talvez an hirder da elfenn fonemek. Hervez un dielfennadur diazezet war keal ar c'hronemoù e vez dielfennet ar vogalenn hir /aː/ evel un unanenn enni div skizhad: /a/ (vogalenn) mui /ː/ (kronem), kentoc'h evit dielfennañ /aː/ e degouezhioù resis all evel ur skizhad unvan enni un elfenn nemeti, da lâret eo ur vogalenn, ma vez kontet an hirder evel unan eus perzhioù fonetikel ar vogalenn-se. Bez' e c'heller keñveriañ an daou doare dielfennañ-se gant an daou doare da dielfennañ diftongenn hervez framm fonologel ur yezh resis, da skouer [ai] a c'hell bezañ dielfennet evet ur skizhad unanennek /aj/ pe evel un heuliad ennañ div vogalenn /ai/.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.