C'hoarioù Olimpek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar C'hoarioù Olimpek
Krouidigezh 1896 (adnevesaet c'hoarioù an Henamzer)
Aozer(ien) Kengor etrevroadel Olimpek (CIO)
maread bep 4 bloaz
Stadoù 205
Statud ar genstriverien karourien ha tud a-vicher
An den gant ar muiañ a drec'hoù Michael Phelps
C'hoarioù Olimpek hañv kentañ Aten 1896
C'hoarioù Olimpek goañv kentañ Chamonix 1924
Lec'hienn web Ofisiel www.olympic.org

Ar C'hoarioù Olimpek, en henc'hresianeg Οἱ Ὀλυμπιακοὶ ἀγῶνες a zo un hollad kenstrivadegoù sport bedel aozet bep 4 bloaz. Ar genstrivadeg sport skedusañ er bed eo. Medalennoù a vez evit an drec'herien : ur vedalenn aour evit an hini kentañ, arc'hant evit an eil, hag arem evit an trede. Er c'hoarioù kentañ e oa 42 sport hag un tammig nebeutoc'h eget 250 gourenour en holl, padal e Pekin e 2008 e oa tro 10 500 gourenour o tont eus 204 stad disheñvel hag o kenstrivañ e 302 sport disheñvel.

Diazezet eo ar C'hoarioù Olimpek war emgavioù a veze, en Henamzer, en Olimpia e Gres, ha savet e voent er stumm m’emaint bremañ gant ur Gall, Pierre de Coubertin, e dibenn an XIXvet kantved.


C'hoarioù Olimpek an henamzer[kemmañ]

Kalz a vojennoù a zo diwar-benn C'hoarioù Olimpek an Henamzer. Ur vojenn a gont eo Herakles a savas ar stad olimpek hag ar savadurioù tro-dro evit enoriñ e dad Zeus, goude bezañ graet e 12 labour. Baleet en doa 600 paz hag anvet an hirder-se ur stad, ar pezh a zo hiziv an deiz 192m. Lavarout a reer eo kroget ar c'hoarioù olimpek e 776 kent J.-K diwar atiz Iphitos, roue Élide. Ar bloavezh-se a verk penn-kentañ ar deiziataer olimpek. Bloavezh kentañ an deiziataer gresian eo ivez.

Program ar c'henstrivadegoù a zo redadegoù war varc'h hag embregerezh korf (redadeg war droad war hedoù disheñvel, bannañ ar bladenn, lammm pell, bannañ ar speg, pentathlon, gouren). Coroebos a voe an hini gentañ o c'hounit un titl Olimpek. Gounit a reas ar redadeg war droad e 776 a-raok J.-K. Adalek ar 7vet c'hoarioù Olimpek, an den a zo trec'h a c'hounezh ur gurunenn Olivez.

Ar C'hoarioù Olimpek en amzer-vremañ[kemmañ]

En daolenn amañ dindan e renabler an holl emgavioù zo bet abaoe 1896 (pa voe adsavet ar C'hoarioù) betek ar C'hoarioù Olimpek diwezhañ hag ar re zo da zont e-kerzh ar bloavezhioù a zeu. C'hoarioù Olimpek 1916, 1940 ha 1944 ne voent ket aozet, abalamour d’an daou vrezel bed a oa o ren da neuze.

  C'hoarioù Olimpek (C'hoarioù Olimpek hañv) C'hoarioù Olimpek goañv
Bloavezh C'hoarioù Kêr Bro C'hoarioù Kêr Bro
1896 I Aten Gres
1900 II Pariz Frañs
1904 III St. Louis SUA
1906 etrelakaet Aten Gres
1908 IV Londrez Rouantelezh Unanet
1912 V Stockholm Sveden
1916 VI Berlin (nullet, Brezel bed kentañ) Alamagn (nullet)
1920 VII Antwerpen Belgia
1924 VIII Pariz Frañs I Chamonix Frañs
1928 IX Amsterdam Izelvroioù II Sankt Moritz Suis
1932 X Los Angeles SUA III Lake Placid, New York SUA
1936 XI Berlin Alamagn IV Garmisch-Partenkirchen Alamagn
1940 XII Helsinki (nullet, Eil brezel bed) Finland (nullet) (V) Garmisch-Partenkirchen (nullet) Alamagn (nullet)
1944 XIII Londrez (nullet, Eil brezel bed Rouantelezh Unanet (nullet) (V) Cortina d'Ampezzo (nullet) Italia (nullet)
1948 XIV Londrez Rouantelezh Unanet V Sankt Moritz Suis
1952 XV Helsinki Finland VI Oslo Norvegia
1956 XVI Melbourne (+ Stockholm) Aostralia (+ Sveden) VII Cortina d'Ampezzo Italia
1960 XVII Roma Italia VIII Squaw Valley, Kalifornia SUA
1964 XVIII Tokyo (1) Japan IX Innsbruck Aostria
1968 XIX Kêr-Vec'hiko Mec'hiko X Grenoble Frañs
1972 XX München Alamagn XI Sapporo Japan
1976 XXI Montréal, Kebek Kanada XII Innsbruck Aostria
1980 XXII Moskov Unaniezh Soviedel XIII Lake Placid, New York SUA
1984 XXIII Los Angeles, Kalifornia SUA XIV Sarajevo Yougoslavia
1988 XXIV Seoul Korea ar Su XV Calgary, Alberta Kanada
1992 XXV Barcelona Spagn XVI Albertville Frañs
1994 XVII Lillehammer Norvegia
1996 XXVI Atlanta, Georgia SUA
1998 XVIII Nagano Japan
2000 XXVII Sydney Aostralia
2002 XIX Salt Lake City, Utah SUA
2004 XXVIII Aten Gres
2006 XX Torino Italia
2008 XXIX Beijing (+Hong Kong) Republik Pobl Sina
2010 XXI Vancouver, Kolombia Vreizhveuriat Kanada
2012 XXX Londrez Rouantelezh Unanet
2014 XXII Sotchi Rusia
2018 XXXI Rio de Janeiro Brazil

Liammoù diabarzh[kemmañ]