Côte-Nord
Anv annezidi | Nord-Côtier, Nord-Côtière ![]() |
---|---|
Stad | Kanada ![]() |
Kêr-benn | Sept-Îles ![]() |
E tiriad | Kebek ![]() |
Lec'hiadur | Labrador Peninsula ![]() |
Daveennoù douaroniel | 50°52′0″N 65°49′0″W ![]() |
A zo stok ouzh | Nord-du-Québec, Saguenay–Lac-Saint-Jean ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://tourismecote-nord.com/ ![]() |
Roll monumantoù | Q19365697, list of historic places in Côte-Nord ![]() |
Code | 09 ![]() |


Côte-Nord (Aod Norzh) zo ur rannvro velestradurel eus proviñs Kebek, e Kanada. Emañ etre proviñs Douar-Nevez ha Labrador er reter ha rannvro kebekat Saguenay–Lac-Saint-Jean er c'hornôg. An eil rannvro kebekat vrasañ eo goude Nord-du-Québec. Poblet eo dreist-holl war ribl stêr ha Pleg-mor Sant-Laorañs, eus Tadoussac betek an harzoù gant Labrador.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus ar XIVvet d'ar XVIIvet kantved e oa darempredet ingal aod Pleg-mor Sant-Laorañs gant Europiz, dreist-holl pesketaerien eus Breizh hag Euskadi. E-pad an trevadennerezh europat er XVIvet ha XVIIvet kantved e veze komzet ur yezh innuek gant ar pobloù engenidik.
Betek donedigezh an Eil Brezel-bed (1939-1945) e c'hoarvezas kresk ar boblañs a-gevret gant diorren ar greanterezh paper. Er bloavezhioù 1950, ar mengleuzioù a zesachas kalz enbroidi.
"...Eus Kegashka da Blanc-Sablon, an annezidi a zo hiniennelourien, o chom war Douaroù ar Gurunenn — alies evel skwaterien — ha mirout a reont gant gwarizi o lec'hioù pesketa emren, alese o annez strewet." (Bussières, P., p.1, 1963)[1]
Krouet e voe ar rannvro velestradurel e 1966.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er rannvro velestradurel emañ diazadoù doureier an holl stêrioù a red da aber ar Sant-Laorañs etre Tadoussac ha Blanc-Sablon. An eil rannvro vrasañ e Kebek eo Côte-Nord goude Nord-du-Québec. En em astenn a ra he gorread war 351 615 km², ha 236 664 km² anezho a zo douaroù[2], se zo 21% eus tiriad Kebek. Dave a ra an anv d'ar fed emañ ar rannvro war aod norzh stêr Sant-Laorañs ha pleg-mor Sant-Laorañs, etre genoù ar stêr Saguenay ha rannvro Labrador. Enni e kaver ivez Enez Anticosti, an enezenn vrasañ e Kebek.
Er c'hornôg emañ rannvro Saguenay–Lac-Saint-Jean, er reter proviñs Douar-Nevez ha Labrador, en norzh rannvro Nord-du-Québec hag er su rannvroioù Gaspésie–Îles-de-la-Madeleine ha Bas-Saint-Laurent.
Menez uhelañ ar rannvro eo Menez Veyrier, gant 1 104 m a uhelder, e aradennad menezioù al Laurentides.
Gwarez ar glad naturel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a dachenn eus rannvro Côte-Nord a zo gouestlet dreist-holl da wareziñ ha da zerc'hel ar vevliesseurted. Er rannvro ez eus 262 annez loened gouez, 172 takad evned-dour, 12 lec'h evit ar c'herc'heized, 66 kludadoù laboused-mor war inizi, ledinizi pe tornaodoù, 4 annez razhed-musk hag 8 takad evit mirout kariakoued war Enez Anticosti[3].
- Glad biologel
- Glad douaroniel
-
Park mor Saguenay–Sant-Laorañs
-
Goudor tremeniat Watshishou
-
Mirva Park Broadel Archipel-de-Mingan
-
Stêr Sault Plat
-
Enez Anticosti, glad bedel an UNESCO
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 1951 ha 1981 e kreskas kalz niver an annezidi e Côte-Nord, o tric'hementiñ he foblañs. Dont a ra ar c'hresk demografikel-se eus greanteladur ar rannvro, diazezet war korvoiñ ha treuzfurmiñ kentañ he danvezioù naturel (koadeier, mengleuzioù houarn ha titan, dourdredan). E 2006 e oa ar feur genel 10,8%, ha 6,3% ar feur mervel.
E daou bol kêrel ha greantel dreist-holl e oa bet ar c'hresk e-kerzh ar prantad-se : Baie-Comeau ha Sept-Îles. Displegañ a ra kement-se an diforc'h bras a weler e kresk poblañs ar pevar MRC eus an Aod Norzh. Tra ma voe e "Kumun Rannvroel a Gontelezh" (Municipalité régionale de comté, MRC) Sept-Rivières ur c'hresk hep e bar e Kebek etre 1951 ha 1981, o vont eus 5 394 da 47 114 a annezidi, hag e MRC Manicouagan e voe tric'hementet ar boblañs e-kerzh ar prantad-se, e MRC Haute-Côte-Nord ha Minganie-Basse-Côte-Nord ne greskas ar boblañs nemet un tammig bihan, nebeutoc'h eget feur kresk Kebek. Adalek 1981, diaesterioù ekonomikel ar greanterezh bras (dreist-holl serriñ ar mengleuzioù e Gagnon ha Schefferville) a gasas d'un digresk bras eus ar boblañs en holl MRCoù eus Côte-Nord, ha dreist-holl e MRC Sept-Rivières, ma voe kollet 9000 a annezidi dindan 10 vloaz. Goude ur c'hresk bihan eus ar boblañs etre 1991 ha 2001 e voe kadarnaet an digresk a oa kroget e 1981 e niveradeg diwezhañ Kanada e 2006, hag a ziskouezas un digresk a 1,9% eus ar boblañs e-kerzh 5 bloaz.
Kumun Rannvroel a Gontelezh | 1951 | 1961 | 1971 | 1981 | 1991 | 2001 | 2006 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
La Haute-Côte-Nord | 10 839 | 15 162 | 14 952 | 14 668 | 13 303 | 12 894 | 12 303 |
Manicouagan | 12 413 | 20 091 | 32 001 | 35 357 | 34 232 | 33 620 | 33 052 |
Sept-Rivières - Caniapiscau | 5 394 | 19 467 | 29 140 | 47 114 | 38 287 | 38 931 | 38 661 |
Minganie - Basse-Côte-Nord | 8 696 | 10 249 | 11 491 | 11 530 | 10 913 | 12 321 | 11 895 |
Hollad Côte-Nord | 37 342 | 64 969 | 87 584 | 108 669 | 96 735 | 97 766 | 95 911 |
An diaesterioù ekonomikel er gennad kentañ hag er gennad greantel a ziskouez perspektivennoù demografikel negativel war hir dermen, gant un digresk poblañs rakwelet a 18% etre 2001 ha 2026, hervez Ensavadur Stadegoù Kebek.
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo Côte-Nord e c'hwec'h Kumun Rannvroel a Gontelezh ("Municipalité Régionale de Comté" pe MRC) ma kaver : 33 c'humun lec'hel, 10 tiriad diaoz ha 10 mirva indian evit un hollad a 53 c'humun.
Anv | Pennlec'h | Poblañs | Gorread douarel | Stankter | Dav. |
---|---|---|---|---|---|
Caniapiscau | Fermont | 3 882 | 79 253,6 | 0,05 | [1] |
La Haute-Côte-Nord | Les Escoumins | 10 278 | 12 430,9 | 0,83 | [2] |
Le Golfe-du-Saint-Laurent | Côte-Nord-du-Golfe-du-Saint-Laurent | 3 382 | 40 654,62 | 0,08 | [3] |
Manicouagan | Baie-Comeau | 30 158 | 39 246,4 | 0,77 | [4] |
Minganie | Havre-Saint-Pierre | 6 467 | 92 546,05 | 0,07 | [5] |
Sept-Rivières | Sept-Îles | 34 358 | 32 571,6 | 1,05 | [6] |
Rannvro | 88 525 | 300 281,83 | 0,29 | [7] |
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gilles Vigneault, kaner ha barzh brogarour
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Enez René-Levasseur.
-
Stankell Daniel-Johnson.
-
Mein meur e-kichen Havre-Saint-Pierre.
-
Goudor loened Enez Laval e-kichen Forestville.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The population of the North Shore (fr, en)pp. 1, 25 of 37. Quebec geography notebooks (1963). “when agriculture dominates, the « rang » System of rural settlement is prevalent; below Sept-lies, the population concerned with fishing bas settled in small nuclei at short distance from its fisheries.”
- ↑ Kebek - Le Québec chiffres en main 2018
- ↑ Poltred Tiriadel - Aod-Norzh, 28 a viz C'hwevrer 2007, p. 26 diwar 94