C'hwiliorez Azia
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Arthropoda | ||
| Kevrennad : | Insecta | ||
| Urzhad : | Hymenoptera | ||
| Kerentiad : | Vespidae | ||
| Genad : | Vespa | ||
| Anv skiantel | |||
| Vespa crabro Lepeletier, 1836 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
C'hwiliorez Azia[1] (Vespa velutina) zo ur spesad amprevaned eus kerentiad ar Vespidae, a-orin eus Azia (Norzh India, Sina ha menezioù Indonezia). Un isspesad, Vespa velutina nigrithorax (anvet C'hwiliorez pavioù melen ivez), zo bet gwelet evit ar wezh kentañ e Frañs e Lot-et-Garonne, e 2004. En em gavet e vefe bet ur rouanez e kasedoù marc'hadourezhioù enporzhiet. E Breizh e voe gwelet evit ar wech kentañ e 2010 e Bro-Naoned, a-raok trevadenniñ ar peurrest eus ar vro[2].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre miz Meurzh ha miz Even, ur rouanez diazezerez a sav hec'h-unan un neizh nevez, anvet neizh kentañ, diwar wiadennoù koad, nepell diouzh an douar peurliesañ. Adalek fin an nevezamzer e vez ganet labourerezed en neizh ; an holl amprevaned a zilez anezhañ evit un eil neizh, savet uheloc'h, e miz Eost. E-pad an diskar-amzer e varv holl c'hwiliorezed ar golonienn, war-bouez ar rouanezed da zont, a dremen ar goañv kuzhet en douar evit sevel koloniennoù nevez er bloaz war-lerc'h[3].
Efed en Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwiliorezed Azia a zebr dreist-holl amprevaned all, evel ar gwesped, ar c'helien, hag ar gwenan : noazus-kenañ int evit ar re-se, kar gwenan Europa evel Apis mellifera mellifera n'o deus ket kavet c'hoazh penaos talañ oute evel ma ra gwenan Azia. Un dañjer bras evit ar gwenanerezh en Europa eo.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ TermOfis.
- ↑ (fr) Frelon asiatique : près de 700 nids repérés l'an passé en Loire-Atlantique, Presse Océan, 11/01/2013 (lennet d'ar 01/05/2026)
- ↑ (fr) Frelon asiatique à pattes jaunes, Museum National d'Histoire Naturelle (lennet d'ar 01/05/2026)