C'hrysippos (mab Pelops)

Eus Wikipedia

C'hrysippos (henc'hresianeg : Χρύσιππος) a oa un haroz eus Elis e Peloponnesos. Mab bastard e oa d'ar roue Pelops, roue Pisa , ha d'an nimfenn Askioc'he (pe Danais) e mojennoù Hellaz kozh.

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div vojenn zo diwar e benn.

Gwallet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrapet e voe gant Laios, e gelenner eus Thebai, p'edo ouzh e gas da C'hoarioù Nemea, ma ranke ar paotr kenstrivañ. E-lec'h mont di ez eas gantañ da Dhebai, ma en gwallas. Abalamour da se e voe kastizet e diegezh hag e geoded gant an doueed diwezhatoc'h. Meur a zoare a oa da gontañ e varv. Hervez ur skrid a veneg Peisandros e vije en em lazhet gant e gleze abalamour d'ar vezh[1] .

Muntret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Broudet gant o mamm Hippodamia da virout outañ da gaout ar galloud, e voe lazhet e voe gant e lezvreudeur Atreüs ha Thyestes, dre warizi, a skrivas Hellanikos ha Thoukydides, ha taolet e gorf en ur puñs.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gantz, p. 489.