C'hoari video birvidik-avantur
| Iskevrennad eus | c'hoari video avantur, c'hoari video oberiant |
|---|---|
| Anv berr | action-adventure, action-eventyr, akcijska pustolovščina |
Ur c'hoari video birvidik-avantur(Daveoù a vank) zo ur rummad c'hoarioù video kemmesk etre lodennoù ur c'hoari oberiant pe birvidik hag ul lodenn c'hoari avantur.
Peurliesañ, ar c'hoarioù avantur a zo reoù gant kudennoù a redi ar c'hoarier da glask diskoulmoù dre furchal hag heuliañ un istor, gant darvoudoù birvidik met hep na vijent diazez ar c'hoari. Pa vez lodennoù birvidik, ez eo reoù hag a zo berr hag e lec'hioù resis. Evit ar c'hoarioù birvidik nemetken, an doare c'hoari a zo diazezet war etreoberiadennoù en amzer real a redi ar c'hoarier da gaout ur jestraouiñ munut etre hini an daoulagad hag hini an daouarn. Ar c'hoarioù video birvidik-avantur a zo ur c'hemmesk etre an daou zoare c'hoari-se hag a lak ar c'hoarier da gaout kenurzhiañ lagad-daouarn met ivez preder evit kavout diskoulmoù d'ar c'hudennoù a vez kinniget dezhañ.