C'hnoum
C'hnoum | ||||
---|---|---|---|---|
|
E mitologiezh {{Henegipt]], C'hnoum a oa unan eus kentañ doueed Henegiptiz. Diskouezet e vez gant penn ur maout. Da gentañ e oa doue mammenn an Nil. Dre ma tegase lec'hid ha pri gant dic'hlann bloaziek ar stêr, ha dre ma tegase ar vuhez d'an trowardroioù, e veze sellet ouzh an doue evel krouer ar vugale, a save gant e durgn poder, gant pri, hag e lakae anezhe e korf o mamm. Diwezhatoc'h e vo lavaret en doa fardet an doueed all. Graet e veze eta Poder doueel anehañ hag Aotroù an traoù krouet gantañ e-unan.
E bried e oa an doueez Neith e mitologiezhioù egiptat zo. En trede Nom eus Egipt-Uhelañ, en Esna dreist-holl, e oa Menhit a oa gwreg C'hnoum, ha mamm Heka.
-
C'hnoum
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |