Mont d’an endalc’had

Burzhud

Eus Wikipedia

Ur burzhud zo un darvoud na c'haller ket displegañ gant al lezennoù naturel pe skiantel, ha dre-se e vez lakaet war gont un abeg dreistnaturel bennak. Relijionoù liesseurt a laka alies un anadenn lakaet da vurzhudus da vezañ oberoù un den dreistnaturel, (dreist-holl) un doueez, un oberour burzhudoù, ur sant pe ur penn relijiel[1].

  1. (en) Miracles, the Stanford Encyclopedia of Philosophy