Buoc'hig-Doue

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Buoc'higed-Doue
The Lady in Red.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhiad : Coleoptera
Kerentiad : Coccinellidae
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar buoc'higed-Doue (pe Yarig-Doue, Aelig-Doue, C'hwilig-Doue, Bivig-Doue) eo an amprevaned a ya d'ober ar c'herentiad Coccinellidae.

Larvenn ur vuoc'hig-Doue

Heverk int gant o c'horf ront ha baotek, etre 1 ha 9 mm, ha gant o brizhelloù war o feureskell.

Ar parezed a dozv o ûioù war ar plant aloubet gant ar c'hwen-gwez. Al larvennoù a chom war ar memes plantenn hag a zebr betek 400 c'hwenenn-wez e-pad o buhez.

An hevelep reoliadur emvagañ a vo heuliet gant an imagoed. Preizhataerien int met chaseet ivez d'o zro hag evit skarzhañ o enebourien ec'h eztaolont un dourenn melen-orañjez flaerius.

90 spesad a vez kavet en Europa, disheñvel livioù ha niver ar pikoù war o feureskell. Ar vuoc’hig-Doue 7 pik eo an hini stankañ en hor bro.


Taol evezh[kemmañ]

Roet eo bet anv ar vBuoc'hig-Doue gant Volkswagen d'ur wetur a zo hañvalik a-walc'h e stumm ouzh hini al loenig-mañ.