Buoc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur vuoc'h hag he leue o tenañ.
Ur vuoc'h o peuriñ gant he leue.

Ur vuoc'h (liester : saout pe bioù) a vez graet eus ul loen daskirier, kornek, bronnek ha pevarzroadek a zo mamm al leue. Savet e vez ar saout evit o laezh pe o c'hig, hag evit kaout leueoù diwarno.

A leue da vuoc'h[kemmañ]

Pa vez halet ar vuoc'h e vez maget he leue ganti: denañ e vamm a ra al leue ken na deuio ar c'houlz d'e zizonañ. Neuze e vo dispartiet ar c'holeed (tirvi yaouank) diouzh an annoared, pe onnered, ar saout yaouank.

Armerzh[kemmañ]

En holl vroioù pe dost e vez savet saout. A drugarez d'ar sevel-bioù ez eus kantmilionoù a saout er bed a-bezh; Ma konter saout, tirvi, ejened, e c'haller lavarout ez eus 1 miliard 300 milion a bennoù chatal er bed.

Maesa ar saout[kemmañ]

Gwechall, ha betek dibenn ar bloavezhioù 1950, e veze maesaet ar saout gant ar vugale, pa vezent lakaet da labourat abred, evel a veze graet abaoe an Henamzer. Ar paotr-saout a veze graet eus ar paotr a veze lakaet d'ober al labour.

Bremañ e vezont lakaet e parkoù gant orjal tredan tro-dro. Pa oa erruet an nevezinti er vro e veze lavaret paotr-saout elektrik anezhi.

Laezh[kemmañ]

E Breizh eo a-bouez ar sevel-saout abalamour d'al laezh a vez implijet d'ober amann dreist-holl. Goro ar saout a veze graet gwechall gant an dorn, hag a oa labour ar merc'hed. Hiriv e vez graet gant mekanikoù, en ur c'hraou a vez graet sal-c'horo anezhi.

Tamm ha tamm avat eo aet war goazhañ lec'h an amann e buhez an dud.

Troioù lavar[kemmañ]

  • Chom war chafod ar saout: chom war an douar, hep mont war vor
  • Komz galleg saout: galleg fall
  • Hemañ zo evel buoc’h ar paour, na c’houlenn na gourvez na sevel, TBP
  • Buoc’h da zeskiñ: gorrek da zeskiñ

Lavaredoù[kemmañ]

  • Bezañ evel buoc’h Yann gaezh, n’he devoa na leue na laezh.


krennlavaroù[kemmañ]

  • Pa larer hei! d’ar vuoc’h a ya a-raok Hel larer da doud ar vandenn.
  • Diouzh he dent e vez goroet ar vuoc’h.
  • Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat Ma skuilh he laezh gant un taol troad?
  • Peoc'h! peoc'h! Lost ar vuoc'h Zo ganeoc'h!
  • Diouzh an aez Eo kas ar saout er-maez.
  • Roit d’ar saout boued fraezh (= yac’hus) Hag e savo dienn war al laezh.
  • Ar saout a zebr lann A vez druz o amann.

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ]

  • bevin: kig bevin zo gwelloc'h eget kig saout
  • bioù: saout
  • brezhoneg saout: brezhoneg diwar ar maez, mat da gomz eus saout
  • brochoù: anv fentus roet d'ar saout; un aotrou kaoc'h-brochoù zo un den diwar ar maez, dizesk ha dizoare
  • bual: loen kar d'ar vuoc'h
  • bugen: kroc'hen buoc'h
  • bugel: kar eo ar ger d'ar ger buoc'h; evit doare eo ga:buachaill anv ar paotr-saout en iwerzhoneg;
  • ejen: tarv diskellet
  • leue
  • saout-kig : savet evit o c'hig
  • saout-laezh: savet evit o laezh
  • tarv: parv ar vuoc'h.
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger buoc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.