Buez ar Zent (1911)

Eus Wikipedia
Ur pennad Buhez ar Sent zo ivez.

Buez ar Zent eo anv an doare eus Buhez ar Sent a zo bet savet gant Yann-Vari Perrot, d'ar mare ma oa kure e Sant-Nouga. Skeudennet e voe gant Louis Le Guennec ha moullet e ti ar Gwaziou e Montroulez, e 1911.

Evit sevel e levr e oa bet an aotrou Perrot e-pad bloaz e Ti Sant-Jozef e Kastell-Paol[1]. Diwar an holl bennadoù a gaver el levr ez eus 25 ha n'int ket bet skrivet gant Yann-Vari Perrot met gant beleien all : an aotrounez Martin, kure Penmarc'h, Leon, kure Kernevel, ha Prigent, kure Brieg[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Raksrid Buez ar Zent, savet gant Y.-V. Perrot, meneget ha troet gant an aotrou Henri Poisson el levr L'abbé Jean-Marie Perrot, fondateur du Bleun-Brug, Plihon, Roazhon, 1955, pp. 33-34
  2. Rakskrid Buez ar Zent, savet gant Y.-V. Perrot