Buez Santez Nonn
Neuz
Buez Santez Nonn
| Titl | Buhez Santez Nonn |
|---|---|
| Tachenn | Misterioù ar Grennamzer |
| Embannadur | dornskrid BnF Buhez santes Nonn |
| Deiziad embann | 12. century |
| Yezh an oberenn pe an anv | brezhoneg |
| Tudennoù | Nonn, Divi |


Buez Santez Nonn zo ur mister brezhonek diwar benn buhez santez Nonn hag he mab Divi[1].
An destenn goshañ, un dornskrid e brezhoneg eus ar XVvet kantved, a zo bet dizoloet e Dirinon e 1834 gant an abad Marzin, sekretour eskob Kemper, hag embannet e 1837 gant an abad Sionnet. Met moarvat eo koshoc'h an destenn, marteze eus an XIIvet kantved[2].
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1837 e oa bet embannet Buhez Santez Nonn gant an Abad Sionnet ha troet e galleg gant Yann-Frañsez ar Gonideg[3].
- E 1887 e oa bet embannet “La vie de sainte Nonne” gant Émile Ernault, e-barzh Revue Celtique[4]. E 1999 eo bet adimplijet e labour gant Yves Le Berre, hep bezañ meneget nemeur anv Ernault en e levr.
- Adembannet eo bet gant Yves Le Berre, Bernard Tanguy hag Yves-Pascal Castel, e brezhoneg ha displegadurioù e galleg en ul levr divyezhek , gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) ha Minihi Levenez e 1999. Titl al levr a zo : Buez Santez Nonn mystère breton – Vie de Sainte Nonne.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buez Santez Nonn – mystère breton, Vie de sainte Nonne. Yves Le Berre, Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel. Brest, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK)-Minihi Levenez, 1999, 197 p.