Mont d’an endalc’had

Bautzen

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Budyšin)
Bautzen
Budyšin
Skoed-Ardamez Bautzen
Ardamezioù

An ti-kêr
Melestradur
Riez Alamagn Alamagn
Land Alamagn Saks
Kod post 02625
Kod pellgomz 03591
Maer
Oberbürgermeister
Alexander Ahrens (SPD)
Douaroniezh
Lec'hiadur 51°10'53"N • 14°25'27"R
Gorread 66,67 km²
Uhelder 204 m
Poblañs 39 087 (31/12/2018)
Stankter 586 ann./km²

Bautzen (Budyšin pe Budyšyn e sorabeg) a zo ur gêr alaman lec’hiet e Republik Saks hag e kanton Dresden. Enni ez eus 42 189 annezad (sifroù 2006). Graet e vez “kêr-benn ar Sorabiz” anezhi. Nepell eus ar stêr Spree emañ, en ur blaenenn etre torgennoù Luzasia. E norzh ar gêr ez eus ul lenn anvet Talsperre Bautzen, savet e 1974.

Meur a garter a gaver e Bautzen: ar gêr gozh, kreiz-kêr, bannlevioù reter, kornôg ha su, Gesundbrunnen hag ar c’hêriadennoù anvet Teichnitz, Nadelwitz, Burk, Oberkaina, Niederkaina, Stiebitz, Kleinwelka, Salzenforst-Bolbritz hag Auritz. Ar c’humunioù tro-dro a zo anvet Doberschau-Gaußig, Göda, Großdubrau, Großpostwitz, Kubschütz, Malschwitz, Obergurig ha Radibor.

E 1002 e voe graet anv eus Ortenburg evel lec’h kreiz Marz Luzasia Uhel (ha kêr-benn ar Vilezniz war un dro) gant Dithmar.

Ortenburg

Goude un nebeud emgannoù e voe sezizet ar gêr gant an duk polonat Boleslas. E 1018 e voe sinet un emglev etre Impalaeriezh Santel German ha Polonia, ha chom a reas Bautzen ur gêr bolonat betek 1031. E-kreiz meur a hent pouezus a-fet armerzh edo Bautzen, ha setu perak e teuas da vezañ ur greizenn a-bouez a-fet kenwerzh, stank e oa an darempredoù gant Silezia hag ar Rhein. E 1031 e teuas ar gêr da vezañ alaman. Goude hanter-kant vloaz e tistroas etre daouarn dug Vratislav II Bohemia. E 1213 e voe aozet ur garta gêr.

E 1240 e voe savet ur manati frañsiskan. Etre 1243 ha 1319 e voe Luzasia Uhel ul lodenn eus stad Brandenburg, met bohemian e chomas Bautzen. Emglev c’hwec’h kêr Luzasia a voe krouet e 1346. An emglev-se az eas en-dro e-pad un nebeud kantvedoù. E 1429 ha 1431 e voe argadet ar gêr e-pad ar C’hroazadegoù a-enep d’an Husited. Hervez ur vojenn e vefe bet saveteet gant an ael Mikael, ha setu perak e vefe bet savet iliz Sant Mikael.

Etre 1469 ha 1490 e voe Bautzen e-barzh rouantelezh Hungaria. Eus ar mare-se ez eus chomet ur savadur, tour Matthias e anv, hag a ziskouez ar roue hungarian anvet Matthias 1 Hungaria (Matthias Corvinius). Goude-se e voe Bautzen e Bohemia en-dro. Etre 1520 ha 1525 (Adreizhadenn brotestant) e chomas katolik ar gêr. E-pad Brezel an Tregont Vloaz e voe devet Bautzen gant soudarded Sveden, Wallestein ha Saks. E 1635 e teuas Luzasia a-bezh da vezañ ul lodenn eus Saks.

Da vare Napoleon e c’hoarvezas emgann meur Hochkirch nepell eus Bautzen.

E 1868 e voe kemmet anv ar gêr : dont a reas Budissin da vezañ Bautzen. E 1904 e voe echu sevel an toull-bac’h saksonian anvet "Bautzen I". "Gelbes Elend" (mizer velen) eo e anv gwir. Implijet e vez c’hoazh hizv an deiz. E-pad an Eil Brezel-Bed e voe distrujet un nebeud savadurioù e kreiz-kêr. D’ar 26 a viz Ebrel 1945 e c’hoarvezas an emgann tankoù diwezhañ nepell eus Bautzen. Goude ar brezel e voe Bautzen en DDR. Gouestlet e voe ar gêr d’ar greanterezh ha d’ar skiantoù. Niverus eo bet ar c’hemmoù goude unvanidigezh Alamagn (1990) met chomet ez eus un embregerezh sevel bagonioù. An toull-bac’h, anvet Bautzen II, a zo deuet da vezañ ur mirdi diwar-benn gwirioù Mab-den e 1992. E Bautzen e kaver sez ar chadenn skinwel ha skingomz sorabek MDR, ha sez Domowina, un emglev e bal difenn ha diorren sevenadur ar Sorabiz.

Politikerezh kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar c’huzul-kumun a zo ouzhpenn kuzul kêr Bautzen : (Niederkaina, Stiebitz, Kleinwelka, Salzenforst-Bolbritz), enno izili a youl-vat dilennet evit pemp bloaz.

Abaoe 1994 ez eus bet savet un emglev etre Bautzen ha div gêr all : Görlitz ha Hoyerswerda. Anvet eo an emglev-se Oberzentraler Städteverbund (emglev ar c’hêrioù bras). Unan eus c’hwec’h tolpad kêr Saks eo.

Lod brasañ annezidi Bautzen a zo protestanted, ar vinorelezh sorabat o vezañ katolik peurliesañ. Rannet e vez iliz-veur Sant-Pêr etre an div gumuniezh.

Liammoùdiavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]