Buddy Longway
| Aozer | Derib |
|---|---|
| Bro orin | Belgia |
| Yezh an oberenn pe an anv | galleg |
| Deiziad kregiñ | 1972 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.buddylongway.com/ |
| Endro e-lec'h e tispak | dezerzh |
Buddy Longway zo un heuliad albomoù bannoù treset gallek troet e meur a yezh. Ar senario, an tresadennoù hag al livioù a veze graet gant Derib betek embann albom fin an istor e 2006.
Sinopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Buddy Longway (ganet war-dro 1840 ha marvet war-dro 1890) zo un traper gwenn hag a zo o chom er Far West e-pad eil lodenn an XIXvet kantved. Mab gwastadourion iwerzhonat eo. E-pad e vuhez e tesk anavezout an Indianed. Dimeziñ a ra zoken gant un Amerindianez Sioux anvet Chinook, ha sevel a ra ur familh ganti. Daou vugel o deus : Jeremy ha Kathleen.
Un haroz diseurt eo Buddy Longway e bed ar bannoù-treset rak koshaat a ra ha parfetaat a ra hed-ha-hed e avanturioù.
Temoù an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sevenadur amerindian, an hironiñ, tremen an oadoù (an oad krenn), hag an darempred gant an natur zo e-touez temoù Buddy Longway.
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit an heuliad-mañ en doa bet Derib priz meur Saint Michel e 1974, ar priz Phenix e 1975 hag ar priz Alfred e 1978 evit ar gwellañ heuliad estren. E 1979 e oa aet ar maout gantañ er genstrivadeg tribloaziek aozet gant kêr vMons e Belgia.
Albomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e vezont gant Le Lombard.
- Les Amis de Buddy Longway (04/1983)
- Tome 1 : Chinook (09/1974)
- Tome 2 : L'Ennemi (01/1975)
- Tome 3 : Trois hommes sont passés (01/1976)
- Tome 4 : Seul... (01/1977)
- Tome 5 : Le Secret (10/1977]])
- Tome 6 : L'Orignal (03/1978)
- Tome 7 : L'Hiver des chevaux (08/1978)
- Tome 8 : L'Eau de feu (10/1979)
- Tome 9 : Premières chasses (01/1980)
- Tome 10 : Le Démon blanc (01/1981)
- Tome 11 : La Vengeance (10/1982)
- Tome 12 : Capitaine Ryan (01/1983)
- Tome 13 : Le Vent sauvage (11/1984)
- Tome 14 : La Robe noire (11/1985)
- Tome 15 : Hooka-Hey (11/1986)
- Tome 16 : Le Dernier Rendez-vous (11/1987)
- Tome 17 : Regarde au-dessus des nuages (06/2002)
- Tome 18 : La Balle perdue (06/2003)
- Tome 19 : Révolte (11/2004)
- Tome 20 : La Source (05/2006)
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet int bet gant Keit Vimp Bev.
- Levrenn 1 : Chinook
- Levrenn 2 : An Enebour
- Levrenn 3 : Tri den a zo paseet
- Levrenn 4 : Ma unanik...
- Levrenn 5 : Ar Sekred
- Levrenn 6 : An Orignal
- Levrenn 7 : Goañv ar c'hezeg
- Levrenn 8 : An Dour tan
- Levrenn 9 : An abadennoù chaseal kentañ pe Kentañ abadennoù chase
- Levrenn 10 : An Diaoul gwenn