Mont d’an endalc’had

Buckfast

Eus Wikipedia
Gwenan Buckfast.

Ar Buckfast zo ur spesad gwenan savet gant ar Frer Adam (Karl Kehrle) en ur gemmeskañ skodoù gwenan Apis mellifera disheñvel, e deroù an XXvet kantved[1].

Frer Adam, ur manac'h beneadat anezhañ, a oa e karg eus ruskeg abxxxxxxxxxxxati Buckfast, e Buckfastleigh (Devon, Bro-Saoz). E deroù an XXvet kantved e varvas kalz eus e wenan diwar kleñved Enez Wight, a oa degaset gant an arvevad Acaparis woodi. Ne chome e 1916 er ruskeg nemet gwenan Italia, ha gwenan du Bro-Saoz kemmesket gant reoù Italia. Ar Frer Adam a grogas neuze da labourat war gemmeskoù diwar an daou spesad, en ur dennañ splet diouzh distro traoñienn Dartmoor[2]. Ar Buckfast kentañ a voe ganet e 1919, met gwellaet e voe ar spesad e-pad degadoù a vloavezhioù gant Karl Kehrle, ha gwenanerien all war e lerc'h goude a e varv e 1996.

Ur spesad sioul, harzus ouzh ar yenijenn, ha ne daol ket kalz eo[1]. Priziet eo gant ar wenanerien e gwalarn Europa (Bro-C'hall, Breizh-Veur, Iwerzhon hag Alamagn).

  1. 1,0 ha1,1 (fr) La bible de l'apiculteur, Delachaux et Niestlé, 2013 (embannadur kentañ), ISBN 978-2-603-01893-4, p. 92
  2. (fr) FAUGÈRE Elsa, DUSSY Dorothée, La création d’une abeille améliorée : la Buckfast, INRAE/CNRS (pellgarget d'an 12/10/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh porched ar Gwenanerezh