Mont d’an endalc’had

Browning M1917

Eus Wikipedia
Browning M1917
Skeudenn ar pennad Browning M1917

Ur vindrailherez Browning M1917 (stumm kentañ) war he zrebez
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Mindrailherez
Mont en-dro Tennata dre argil, yenaet dre zour
Munisionoù Stumm orin
.30-06 Springfield
Stummoù all
6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer
6,5 × 55 mm Mauser
7,5 × 54 mm 1929C
7 × 57 mm Mauser
7,62 × 51 mm NATO
7,65 × 53 mm Mauser
7,92 × 57 mm Mauser
7,92 × 61 mm
8 × 52 mm R Siam
8 × 63 mm
Ijiner John Browning
Produerien Colt's Manufacturing Company
Remington
Westinghouse
Mare produiñ 1917-1945
Mare implij 1917 - bloavezhioù 1970
Pouez ha muzulioù (stumm A4)
Mas hollek (gant he zrebez, an dour hag he munisionoù) 47 kg
Hirder 980 mm
Hirder ar c'hanol 610 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.400 m
Lusk-tennañ 450 tenn/mn
600 tenn/mn (stumm M1917A1)
Tizh o vont e-maez 853 m/s
Endalc'h Gourizoù 250 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Browning M1917 zo ur vindrailherez ijinet gant ar Stadunanad John Browning e deroù an XXvet kantved hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet ha kalz broioù all etre 1917 hag ar bloavezhioù 1970.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Valmore A. Browning, mab an ijiner, o tennañ gant un M1917 e miz Here 1918 er Meuse (Frañs)

Pa grogas ar Stadoù-Unanet er Brezel-bed Kentañ e 1917 e oa pourveziet o arme gant mindrailherezioù diwar-lerc'h bet savet e dibenn ar c'hantved kent, evel ar Browning M1895. War an dachenn e voe implijet reoù savet gant o c'hevredidi gall pe saoz kentoc'h. John Browning a ginnigas neuze ur vindrailherez diorroet gantañ abaoe 1900[1]. Evit he sevel en doa dilezet tennata dre amprest-gazoù an M1895 evit ober gant ur sistem dre argil fiziaploc'h. Yenaet e oa dre zour, ha kambret e oa e .30-06 Springfield, ur c'halibr implijet dija e fuzuilhoù Springfield M1903 an arme[2]. Pourveziet e oa gant gourizoù lien 250 kartouchenn.

Ar pimpatrom kentañ a voe amprouet er memes bloavezh gant an arme, ha gouest e voe da dennañ 20.000 boled diouzh renk hep terriñ[3]. Choazet e voe buan-tre evel mindrailherez nevez. An embregerezh Colt, a oa perc'henn war gwirioù an arm, ne broduas nemet ul lodenn vihan (war-dro 600) eus ar 56.610 skouerenn savet betek fin 1918. Ar braz anezhe a voe produet gant Remington ha Westinghouse[1].

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm yenaet dre aer evit bezañ savet war ar c'hirri-nij a voe diorroet e dibenn ar brezel gant an embregerezh Marlin Rockwell hag anvet M1918. Homañ a voe diazez ar vindrailherez M1919 implijet diwezhatoc'h gant ar Stadoù-Unanet. Er bloavezhioù 1930 e voe kemmet ar plakennoù a gaved dindan kulasenn an M1917 evit reoù solutoc'h : M1917A1 e voe anvet ar stumm nevez produet adalek ar mare-se. An M1917 mod-kozh produet a-raok a voe treuzfurmet evit ar braz anezhe e M1917A1 gant arsanailh Rock Island[1].

Stummoù eus an M1917 a voe produet gant broioù all ha dindan anvioù disheñvel : FN30 gant an FN Herstal e Belgia, ksp m/14-29 ha ksp m/36 e Sveden, Ckm wz. 30 e Polonia hag M/29 e Norvegia.

An embregerezh stadunanat Tippman Arms Co. en deus gwerzhet er bloavezhioù 1990 kopiennoù eus an M1917, kambret e .22 Long Rifle, ha pourveziet gant gourizoù lien 100 kartouchenn[1].

Ne erruas ar skouerennoù kentañ eus an M1917 nemet e 1918 war an talbenn, ha ne voent ket implijet puilh gant ar soudarded d'ar mare-se[4]. Er bloavezhioù 1920 e voe kopiet an arm gant armeurerien sinaat evit pourveziañ gouarnamant Beiyang a-enep ar Kuomintang[1]. An M1917, daoust d'he gwikefre yenaat dre zour bezañ diwar-lerc'h er bloavezhioù 1940 dija, a servijas da arme ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed, Brezel Korea[4], hag e deroù brezel Viêt Nam zoken.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) CADIOU Yves L., Les Colt Volume 4, Fusils, carabines et mitrailleuses, Éditions du Portail, 1999, 120 p., ISBN 2-86551-042-5, pp. 64-66
  2. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 188
  3. (en) POPENKER Maxim, Browning M1917 M1919, Modern Firearms (lennet d'an 28/02/2025)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 248
  5. (en) Browning M1917, IMFDB (lennet d'an 28/02/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan