Bronisław Komorowski

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bronisław Komorowski

Bronisław Maria Komorowski (ganet d'ar 4 a viz Mezheven 1952 en Oborniki Śląskie, e mervent Polonia zo un istorour hag ur politikour. Prezidant Polonia etre ar 6 a viz Eost 2010 hag ar 6 a viz Eost 2015.

Goude ar gwallzarvoud karr-nij ma varvas ar prezidant kent Lech Kaczyński d'an 10 a viz Ebrel 2010, e teuas Bronisław Komorowski da vezañ prezidant da c'hortoz, hervez bonreizh ar stad, dre ma oa prezidant ar Sejm (parlamant Polonia). D'ar 4 a viz Gouere e voe dilennet da brezidant, a-enep Jarosław Kaczyński, breur ar prezidant kozh, a oa war ar renk ivez. Ha d'ar 6 a viz Eost e teuas da vezañ prezidant da vat.

Ezel eo Bronisław Komorowski eus ar strollad frankizour Platforma Obywatelska, evel ar c'hentañ ministr Donald Tusk.


En e raok:
Lech Kaczyński
Prezidant Polonia
Eost 2010Eost 2015
War e lerc'h:
Andrzej Duda



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.