Bro-Saoz ha Kembre
Bro-Saoz ha Kembre (e saozneg England and Wales hag e kembraeg Cymru a Lloegr) a vez graet eus unan eus un tiriad lezennel er Rouantelezh-Unanet. Tiriad Bro-Saoz ha Kembre a zo suj d'ar memes lezennoù, ra ma kaver lezennoù all e Bro-Skos hag e Hanternoz Iwerzhon. Krouet e oa bet tiriad Bro-Saoz ha Kembre gant Aktaoù lezennel 1535 ha 1542 e Kembre. Gwir pennañ ar varnadurezh a chom ar Gwir saoz.
Ar Senedd (parlamant Kembre; kembraeg: Senedd Cymru) – anvet a-raok Cynulliad Cenedlaethol Cymru (Bodadenn Vroadel Kembre) – a oa bet krouet e 1999 goude Akta Gouarnamant Kembre eus 1998 ha degaset e oa bet ul lodenn gouarn lec'hel e Kembre. Ar galloudoù a oa bet ledanaet goude Akta Gouarnamant Kembre eus 2006, hag a roe an tu da sevel e lezennoù, hag an akta en doa krouet en un doare furmel Gouarnamant Kembre, distag diouzh ar Senedd. N'eus ket hiziv-an-deiz eus ar memes daore aozadur e Bro-Saoz, hag a chom renet gant ar parlamant ha Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet.
