Bro-C'hall tramor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus an darn vrasañ eus an douaroù gall er memes skeuliad

Bro-C'hall tramor, anvet ivez DOM-TOM, eo an holl zouaroù a zo war un dro dindan galloud Bro-C'hall hag er-maez eus Bro-C'hall, pe er-maez eus ar metropol, pe ar vammvro. Aspadennoù int eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall, ha dre c'hoap e komzer a-wechoù eus "confetti an Impalaeriezh".

2 653 942 a dud a oa e Bro-C'hall tramor, pe en DOM-TOM d'ar 1añ a viz Genver 2010.[1]

Kaoz a vez eus DOM-TOM, da lavarout eo Département d'outre-mer - Territoire d'outre-mer evit komz eus douaroù hag a zo disheñvel o statud alies.

Statudoù disheñvel[kemmañ]

Bro-C'hall tramor (kartenn fazius)

Departamantoù ha rannvroioù gall tramor[kemmañ]

Un toullad douaroù gall zo anvet Departamantoù ha rannvroioù gall tramor a zo heñvel o statud ouzh hini pep departamant gall ha pep rannvro c'hall. Sed o anvioù:

Gwadeloup, Martinik, ha Gwiana a ya d'ober departamantoù gall Amerika (DFA). Abaoe kempenn ar Vonreizh c'hall e 2008 ez int aotreet da sevel reolennoù zo, war traoùigoù zo, er-maez eus moneiz, broadelezh c'hall, arme, politikerezh diavaez, polis, dilennadegoù, justis.

En Unaniezh Europa emañ an DOM, anezho Rannvroioù Tro-war-dro Pellañ (régions ultrapériphériques)[2]..

Strollegezhioù tramor[kemmañ]

Pa gomzer eus strollegezh tramor (COM) e komzer eus douaroù disheñvel o statudoù. Bez' ez int:

Kaledonia-Nevez[kemmañ]

Kaledonia-Nevez zo ur strollegezh sui generis, disheñvel he statud diouzh ar re all.

An Douaroù aostral hag antarktikel[kemmañ]

Tiriad Douaroù aostral hag antarktike Frañsl (berraet e TAAF e galleg) a zo un tiriad tramor gant ar statud dezhe o-unan. An Inizi Strewet (Bassas da India, Europa, Inizi Glorius, Juan de Nova, Tromelin) a zo pempet distrig an TAAF abaoe 2007. Ar re ziwezhañ-mañ a zo arc'het gant Stadoù all.

Clipperton[kemmañ]

Enez Clipperton zo perc'henniezh prevez d'ar Stad c'hall, meret war-eeun gant ministr gall an douaroù tramor abaoe 2007.

Roll an douaroù tramor gall[kemmañ]

Douaroù tudet[kemmañ]

Statud Niver a dud (Genver 2010)[1] Gorread
DOM-ROM 1 873 942 96 268 km²
COM 534 000 5 132 km²
Stollder sui generis 246 000 18 575 km²
En holl 2 653 942 119 975.4 km²
Banniel Anv Pennlec'h Niver a dud
(2008)
Gorread Lec'hiadur Evezhiadennoù
Statud : Departamant tramor ha Rannvro tramor
Gwadeloup Basse-Terre 405 500 1 628 km² Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) Inizi Saint-Barthélemy ha Saint-Martin zo deuet da vout strollegezhioù tramor distag e 2007.
Flag of French Guiana.svg Gwiana Cayenne 221 500 91 000 km² Suamerika (Amazonia)
Martinik Fort-de-France 402 000 1 128 km² Norzhamerika (Antilhez Bihanañ)
Flag of France.svg Réunion Saint-Denis 802 000 2 512 km² Afrika (Kornôg Meurvor Indez)
Flag of Mayotte (local).svg Mayotte Mamoudzou 186 452
(2007)
374 km² Afrika (Kanol Mozambik) Cheñchamant statud en ur rannvro tramor e 2011, arc'het gant Komorez
Statud : Stollegezh tramor
Flag of French Polynesia.svg Polinezia c'hall Papeete 259 596
(2007)
4 167 km² Meurvor Habask (Polinezia)
Flag of Saint Barthelemy (local).svg Saint-Barthélemy Gustavia 8 450
(2007)
21 km² Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) Strollegezh dispartiet diouzh Gwadeloup abaoe 2007
Flag of Saint-Martin (fictional).svg Saint-Martin Marigot 35 263
(2006)
54.4 km² Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) Strollegezh dispartiet diouzh Gwadeloup abaoe 2007
Flag of Saint-Pierre and Miquelon.svg Sant-Pêr-ha-Mikelon Sant-Pêr 6 125
(2006)
242 km² Norzhamerika (Er reter d'an Douar-Nevez ha Labrador, Kanada)
Flag of Wallis and Futuna.svg Wallis-ha-Futuna Mata-Utu 13 484 274 km² Meurvor Habask ar Su (Polinezia)
Statud : strollegezh sui generis
Flag of New Caledonia.svg Kaledonia-Nevez Nouméa 245 580
(2009)
18 575 km² Meurvor Habask ar Su (Melanezia) Statud tremen, referendom e 2014 war an dizalc'hiezh


Douaroù antarktikel[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 INSEE - Bilan démographique 2009
  2. Jacques ZILLER, L’Union Européenne et l’Outre-Mer, revue Pouvoirs, n°113,L’outre-mer, avril 2005, Patrom:P.145-158