Mont d’an endalc’had

Brie (keuz)

Eus Wikipedia
brie
Iskevrennad eusFrench cheese, cow's-milk cheese, white mold-rind cheese, boued-laezh Kemmañ
Anv er yezh orinBrie Kemmañ
Anvet diwarBrie Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Danvez implijetcow's milk Kemmañ
Lec'h produiñEnez-Frañs, Brie Kemmañ
Ur pennad Brie zo ivez.

Ar brie a zo ur familh keuzioù toaz blot kreunenn vleuniek, graet e rannvro Brie, e Bro-C'hall.

Coulommiers
Brie Melun
  • Brie Meaux AOG, Enez-Frañs
  • Brie Melun AOG, Enez-Frañs
  • Brie Montereau, Enez-Frañs
  • Brie Nangis, Enez-Frañs
  • Brie Provins, Enez-Frañs
  • Brie du, Enez-Frañs
  • Brie feurm, Enez-Frañs
  • Brie Melun glaz
  • Brie petit moulé
  • Brie laitier
  • Brie truffé
  • Coulommiers, Enez-Frañs
  • Brie Mont Bebour, Reünion

Roet e voe an daou AOG da vrie Meaux ha brie Melun e 2009.

Bez e oa eus ar brie a-raok aloubadeg ar Romaned moarvat[1],[2] met n'ouzer ket kalz a dra diwar-benn e orinoù.

Testeniekaet eo e tebras brie roue Bro-C'hall Roperzh II e kastell Melun e 999[3].

En XIIIvet kantved e oa Provins trede kêr vrasañ Bro-C'hall, goude Pariz ha Rouan[4]. Skeiñ a rae he moneiz dezhi hec'h-unan. Brudet e oa keuzioù ar vro gwerzhet e marc'hadoù he foarioù dija.

Meneget eo keuzioù bro Provins dindan an anv casei brienses (keuzioù Brie) en ur c'hont dornskrivet[5] — diwar-benn daou c'hant casei brienses prenet gant ar gontez Blanca Navarra (1177 - † 1229) e foarioù Saint-Jean ha Saint-Ayoul[6] evit bezañ roet da Fulup II an Aogust[7].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Histoire(s) de Bries, Claire Delfosse, Éditions Librairie des Musées, 2008.
  2. Pierre Androuët, Yves Chabot et Gérard Bernini, Le Brie, Éditions Presse du Village, 1997, 266 p. (ISBN 978-2-84100-127-9).
  3. Marie-Béatrice Baudet, « Le brie, roi en ses royaumes », lemonde.fr, 14 a viz Eost 2017.
  4. Seine-et-Marne : Provins
  5. Dornskridoù, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall, departamant an dornskridoù, dave : Latin 7374
  6. Fragments de comptes du XIIIe siècle, Félix Bourquelot, 1862
  7. Revue des études anciennes, Levrennoù 20-21, p.124, gant Kreizenn vroadel an enklask skiantel, 1918.