Brezhoneg ha Bonreizh
Ur yezh enepbonreizhel eo ar brezhoneg, evel an holl yezhoù estreget ar galleg war zouar ar Republik c'hall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1958, diskaret ar Pevarvet Republik C'hall, e oa bet embannet Mammlezenn (pe Bonreizh) nevez ar Pempvet Republik C'hall. Kaoz ebet ne oa enni eus yezh. Un dra anat e oa moarvat ne oa yezh all ebet er vro.
E 1992 e voe daskemmet ar Vonreizh gant ul lezenn hag e-barzh ar mellad 2 e voe lakaet kement-mañ: « La langue de la République est le français » ( ar galleg eo yezh ar Republik). Un doare all a oa d'ar frazenn da gentañ (« le français est la langue de la République »), met kemmet e oa bet dre ma klemme Kebek ha Belgia abalamour ma n'eo ket e Bro-C'hall hepken e komzer galleg.
Klemm a rae ivez difennerien ar yezhoù bihan (brezhoneg, katalaneg, okitaneg, hag all) met sklaer e voe lavaret dezho ne oa ket troet ar mellad nevez a-enep o yezhoù, pa oa bet savet evit difenn ar galleg diouzh ar saozneg.
E gwirionez e ouied dija e oa ar rouedadoù jakobin o kemer diarbennoù evit chom hep plegañ d'an emglevioù etrebroadel a denn da yezhoù ar minorelezhioù, ha dreist-holl d'an en:European Charter for Regional or Minority Languages, pe Karta ar Yezhoù Bihan, bet degemeret gant Kuzul Europa e 1992 end-eeun.
Evel-just n'eo ket bet gwelet ar Vonreizh o servij da enebiñ ouzh ar saozneg, n'eus nemet gwelout anvioù ar stalioù pe titloù ar filmoù, met gwelet mat eo bet o servij enep d'ar brezhoneg ha d'ar yezhoù all.
Ar Vonreizh hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre natur eta eo republikan ar yezh nemeti meneget er Vonreizh c'hall, ha dre natur eo eneprepublikan ar re all.
Kemm ar Vonreizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemm mellad 2 ar Vonreizh a vez goulennet gant aozadurioù evel Kuzul Sevenadurel Breizh ha Diwan, hiraat ar mellad d'ober anv ennañ eus ar yezhoù "rannvroel" er Vonreizh.
C'hwitadenn 2008
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2008 e oa bet kinniget er Vodadenn Vroadel c'hall ober anv eus ar yezhoù er mellad 1, evel peadra ar Republik. Degemeret e oa bet ar c'hinnig d'an 22 a viz Mae[1]. Chom a rae d'ar Sened da studiañ an afer.
Er Sened emañ ar senedour Jean-Luc Mélenchon oc'h ober brezel abaoe pell zo ouzh ar yezhoù, hag ouzh Diwan zoken. E 2006 en doa kenaozet ur c'hendiviz er Sened ma teuas e Françoise Morvan da gomz enep ar Garta. Efedus eo bet e stourm ha klevet eo bet e gilhog o kanañ war-lerc'h e drec'h.
Nac'het ez eus bet gant ar Sened gall kemm ar Vonreizh evit ober anv eus ar yezhoù rannvroel enni. Bet eo Mélenchon o kontañ ne oa ket a-enep ar yezhoù tamm ebet (evel ma veze kontet e 1992 ne oa ket savet ar mellad a-enep dezho ivez), met enep ma vefe stoket ouzh ar Vonreizh ha n'eo ket al lec'h dereat d'ober anv eus ar yezhoù estreget ar galleg. "Kenelourien", emezañ e vije difennerien ar yezhoù estreget ar galleg, ha republikaned vat moarvat difennerien ar brezhoneg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breutadeg er Sened gall,
- hervez Le Monde: Le Sénat refuse d'inscrire les langues régionales dans la Constitution
- hervez Le Figaro: Langues régionales : le Sénat contredit l'Assemblée
- hervez Libération: Langues régionales: «Les députés UMP font un peu n'importe quoi», ha Langues régionales: «Le Sénat est un frein à la modernité»
- Diwar-benn ar Senedourien o deus distaolet ar meneg eus ar yezhoù er Vonreizh: Sénat : le décompte des voix sur les langues régionales dans la Constitution
- Evezhiadennoù ar strolladoù politikel breizhat:
- hini an Emsav Kevredadel Breizhat: La complicité des députés et des sénateurs à l'endroit des langues dites régionales
- Evezhiadennoù strolladoù all
- hini Convergencia Democratica de Catalunya: CDC dénonce cette énième tentative du club jacobino- sectaire d'empêcher de réformer et de donner un cadre légal au catalan