Mont d’an endalc’had

Brezhoneg Yezh Vew

Eus Wikipedia

Brezhoneg Yezh Vew[1] a oa ur gevredigezh sevenadurel vreizhek, er bloavezhioù 1970, dezhi da bal lakaat an nevezvrezhonegerien gant brezhonegerien a-vihanik, a-hed stajoù-deskiñ ar yezh ha dreist-holl stajoù "war ar maez", ma veze lakaet ar stajidi da vevañ ur pennadig amzer ha da labourat e-barzh tiegezhioù brezhonegerien.

E deroù ar bloavezhioù 1970 e oa bet savet stajoù seurt-se gant Al Leur Nevez. E 1974 e oa bet un troc'h etre daou rummad tud er gevredigezh-se : ar re yaouank a lakae muioc'h ar pouez war an ober gant ar brezhoneg tra ma lakae ar re gozh, en-dro da Loeiz Roparz, ar pouez war an hengoun ha war ar c'han-ha-diskan. Savet e oa bet Brezhoneg Yezh Vew e dibenn 1974 eta, en un emvod e Menez Kamm, e Speied, gant un ugent bennak a dud yaouank, evel Mikael Madeg pe Yann-Bêr Duval[2]. Diazezet e oa Brezhoneg Yezh Vew e Bro-Leon hag e Bro-Bariz[3] dreist-holl, tra ma oa diazezet Al Leur Nevez e Kerne dreist-holl.

Stajoù war ar maez a voe aozet e-pad meur a vloaz gant Brezhoneg Yezh Vew, betek 1978. D'ar mare-se ivez e voe aozet ganto ar stajoù kentañ evit bugale, renet gant Andrev Korneg. Met e 1978 ez eas ar gevredigezh da get, abalamour d'an dizunvaniezh a oa etre an izili ha dre ma oa paket kalz anezho gant traoù all, gant o labour, o familh...

  1. pe Brezoneg Yez Veo pe Brezhoneg Yezh Vev ; lakaat a raent ar pouez war ar yezh komzet ha n'eo ket war ar yezh skrivet.
  2. pennad Brezoneg Yez Veo, gant M. Madeg e-barzh niv. 235 Brud Nevez
  3. Al Liamm niv. 175, p.156