Mont d’an endalc’had

Brezelioù punek

Eus Wikipedia
Brezelioù Punek
heuliad brezelioù
Lec'hRepublik Roma, Ancient Carthage Kemmañ
Deiziad kregiñ264 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ146 BCE Kemmañ
PerzhiadRepublik Roma, Ancient Carthage Kemmañ

Ar Brezelioù Punek a voe un heuliad brezelioù eus 264 betek 146 a-raok J.-K., stourmet etre ar Republik roman hag impalaeriezh Kartada. Bez e oa bet tri brezel en holl, kement war vor pe war zouar, dre rannvroioù ar C'hornôg Kreizdouarel ha ledet war un hollad 43 bloaz brezel. E-touez ar brezelioù punek e vez renket ivez an emsavadeg a-enep Kartada hag a oa padet 4 bloaz adalek 241 a-raok J.-K. Pep brezel a oa bet drastus gant kolloù tud ha dafar ramzel a bep tu.

Kentañ brezel punek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ brezel punek a oa tarzhet war enezenn greizdouarel Sikilia e -264 dre ma oa emled Roma o kregiñ da lakaat en arvar kelc'h levezon Kartada war an enezenn ha tro-dro. Pa oa kroget ar brezel e oa Kartada ar galloud brasañ e kornôg ar mor Kreizdouar, gant un impalaeriezh vor ledan, tra ma oa Roma eus e du oc'h en em astenn dre Italia a-bezh, gant un tirlu met hep morlu ebet. Ar stourm a oa bet dreist-holl e Sikilia hag an trowardroioù war vor, met ivez en Norzhafrika, Korsika, ha Sardigna. Padet e oa 23 bloaz, betek -241, pa oa bet trec'het nerzhioù lu Kartada a-benn ar fin. Hervez Skrid-emglev Lutatius (241, kemmet e -237), Kartada a ranke paeañ sammadoù arc'hant digoll uhel ha Sikilia a oa bet aloubet ha troet d'ur broviñs roman. Fin ar brezel a oa bet abeg un emsavadeg c'hwitet e tiriadoù Kartada ha brudet evel Brezel ar c'hoprsoudarded.

Eil brezel punek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil brezel punek a oa kroget e -218 hag a oa bet mare ar jeneral kartadat Hannibal, gant treuzadenn an Alpoù hag aloubadeg ledenez Italia. Ar c'hampagn brezel-se a oa kroget brav evit Kartada, met 14 vloaz goude-se e oa bet rediet an dreistbeverien da zistreiñ war-gil. Bez e oa stourmoù bras en Iberia (Spagn ha Portugal a-hiziv), Sikilia, Sardigna, ha Norzhafrika. Aloubadeg trec'h gant ar Romaned eus douaroù Kartada en Afrika e -204 a oa bet o rediañ Hannibal da zistreiñ. Trec'het e oa bet e-kerzh emgann Zama e -202 ha Kartada he doa goulennet ar peoc'h. Ur skrid-emglev nevez a oa bet sinet e -201 hag a denne digant Kartada he holl diriadoù en estrenvro ha betek ul lodenn anezho en Afrika. Ouzhpenn-se e oa bet rediet Kartada da baeañ digolloù brezel ramzel, strishaet e oa bet a-galz he nerzhioù lu, ha difennet e oa bet outi disklêriañ brezelioù hep aotre anat Roma. Dre-se ne oa ket mui un dañjer milourel eus Kartada.

Trede brezel punek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E -151, Kartada he doa klasket en em zifenn e-kerzh emgann Oroscopa a-enep an Numided, ha Roma he doa implijet an darvoud-se evel digarez da zisklêriañ ur brezel e -149, o kregiñ gant an trede brezel punek. Stourmet e oa bet an holl emgannoù war tiriadoù Kartada e Tunizia a-vremañ, dreist-holl e-kerzh seziz Kartada. E -146, ar Romaned o doa aloubet ar gêr, o preizhañ anezhi, lazhadegañ pe lakaat da sklaved darn eus ar boblañs. Distrujet e o bet ar gêr da vat. Tiriadoù Kartada a oa bet aloubet gant Roma ha troet e Proviñs roman Afrika. Rivinoù ar gêr a c'haller gwelet e reter Tunis, e norzh arvor Afrika.