Brezelioù amerindian
| Lec'h | Norzhamerika |
|---|---|
| Deiziad kregiñ | 1609 |
| Deiziad echuiñ | 1924 |
Ar Brezelioù amerindian (saozneg: American Indian Wars) anvet ivez Brezel an harzoù amerikan (saozneg: American Frontier Wars) pe simplaet e Brezelioù indian (saozneg: Indian Wars), a oa bet un hollad stourmoù kaset e Norzhamerika e dibenn an XVIIIvet kantved hag en XIXvet kantved etre trevadennerien Europa da gentañ ha stadoù savet gante goude (Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl, hag un tamm gant Stadoù Kengevreet Amerika ha Republik Texas) a-enep pobloù Amerindianed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brezelioù lies-se a zo bet meur a abeg dezho. An hini diazez e oa c'hoant an drevadennerien pe ar gouarnamantoù da aloubiñ douaroù pobloù amerindian. Ar galloudoù europat, harpet gant an trevadennoù lec'hel, o doa klasket sikour meuriadoù amerindian, pe evit stourm a-enep meuriadoù all, pe evit stourm a-enep trevadennerien europat all. Goude an Dispac'h amerikan, meur a stourm lec'hel a oa bet e stadoù pe rannvroioù, ha darn anezhe a oa awenet gant sinkan war perc'henniñ an douar-mañ-douar ha penaos o implij. Ul lodenn anezho a oa bet ivez kelc'hioù feulster gant digolloù.
Gant ma oa an drevadennerien amerikan oc'h en em ledañ e kornôg an Trizek trevadenn, ha goude-se Stadoù-Unanet Amerika goude 1780, stourmoù armet a greskas a-fed niver a dud engouestlet, padelezh, ha feulster etre an difraosterien hag ar meuriadoù amerindian. Ar gwashañ mare a oa bet e-kerzh ha goude brezel 1812, pa oa bet daou gengevread Amerindianed er Midwest ha Su ar Stadoù-Unanet o stourm a-enep ar Stadunaniz hag o koll. Sioulaet e oa bet ar stourmoù etre trevadennerien hag Amerindianed, ha klasket e oa bet marc'hata ha sinañ skrid-emglevioù etre ar gouarnamant kevredadel ha meuriadoù resis. En gwirionez, an disoc'h a oa tost ar memes hini bepred : rediet e oa an Ameridianed da werzhañ pe da reiñ douaroù d'ar Stadoù-Unanet. Ouzhpenn-se e oa ral ma vije doujet ouzh ar skridemglevioù, hag alies e vezent freuzet hep kelaouiñ an Amerindianed.
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A bep tu e oa bet Amerindianed o stourm e-kerzh ar brezel-diabarzh. Ar muiañ niver a oa bet o stourm e tu ar C'hengevread dre ma oa bet prometet dezho ur Stad amerindian dieub kevredet. Stand Watie en doa tizhet ar renk a jeneral brigadenn er Su.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel Pontiac (1763-1766)
- Lazhadeg Sand Creek (1864)
- Brezel Red Cloud (1866-1868)
- Emgann Little Big Horn (1876)
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amerindianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trevadennerien ha Stadunaniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù ha stiradoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Soldier blue (1970)
- Dances with Wolves (1990)
- The last of the Mohicans (1992)
- Geronimo (1993)
- American Primeval (2025)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) THEVENIN René, COZE Paul, Moeurs et histoire des Indiens d'Amérique du Nord, Payot, 1928
- (fr) WILSON James, La terre pleurera, Une histoire de l'Amérique indienne, Albin Michel, 2002, 521 p., ISBN 2226134069
- (fr) VILLERBU Soazig, Nouvelle histoire de l'Ouest, Canada, États-Unis, Mexique, Passés/composés, 2023, 414 p. ISBN 9782379338083