Mont d’an endalc’had

Brezel war harzoù Kambodja ha Thailand e 2025

Eus Wikipedia
Brezel war harzoù Kambodja ha Thailand e 2025
border conflict
ArvezCambodia–Thailand relations Kemmañ
Lec'hCambodia–Thailand border Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Mae 2025 Kemmañ
PerzhiadKambodja, Thailand Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://wiki-altilunium-my-id.translate.goog/wiki/2025_Cambodia%E2%80%93Thailand_conflict?_x_tr_sl=auto&_x_tr_tl=en&_x_tr_hl=en&_x_tr_pto=wapp#Thailand Kemmañ

Goude ur c'harmouch berrbad war harzoù Kambodja ha Thailand d'an 28 a viz Mae 2025, an tabut tiriadel etre an div vro a oa adkroget, ha goustadik e oa gwashaet betek lakaat da darzhañ ur bec'h armet hag a oa kroget d'ar 24 a viz Gouhere 2025.[1]

Ar bec'h etre an div vro a oa kroget goude sinadur Skrid-emglev etre Bro-C'hall ha Siam eus 1907 pa oa bet Rouantelezh Siam ( Thailand a-vremañ) hag an Trede Republik c'hall, hag a zeuas da vezañ mestr war trevadennoù an Indez-Sina c'hall (gant Kambodja a-vremañ e-barzh) en ur sevel harzoù nevez. Goude dieubidigezh Kambodja, Templ Preah Vihear a oa c'hoantaet gant an div vro ha roet da Gambodja goude barnadenn al Lez-varn Etrebroadel e 1962. Chomet eo diziskoulm ar gudenn abaoe. Fromoù broadelour a-bep tu a zo awen ar stourm armet. Etre 2008 ha 2011, karmouchoù a oa bet gant kolloù denel evit pep bro.

  • Hervez Thailand e vije bet kollet ganti 8 soudard lazhet, 29 soudard gloazet, 13 trevour lazhet, 36 trevour gloazet, 100 672 trevour diblaset.
  • Hervez Kambaodja eo bet kollet ganti 6 soudard lazhet, 8 trevour lazhet, 71 soudard ha trevour gloazet, 80 000 trevour diblaset.

Thailand a embann bezañ bet lazhet 100 soudard ha distrujet daou tank kambodjat.

Notennoù ha daveennnoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]