Mont d’an endalc’had

Brezel nukleel

Eus Wikipedia
brezel nukleel
hypothetical war
Iskevrennad eusbrezel nann hennvoazel Kemmañ
Arvezstrategiezh politikel Kemmañ
Anv e kanaかくせんそう Kemmañ
Lec'hworldwide Kemmañ
Deiziad kregiñ1940s Kemmañ
Efedgoañvezh nukleel Kemmañ

Brezel nukleel a vez graet eus ur bec'h milourel pe ur strategiezh politikel a implij an armoù nukleel. An armoù nukleel a zo reoù distruj ramzel, pa vezont keñveriet gant ar brezel henvoazel. An armoù nukleel a c'hell degas distrujoù kalz ledanoc'h en ur prantad kalz berroc'h, hag ouzhpenn-se e c'hellont bezañ mammenn dilerc'hioù radiologel. Ur brezel gant eskemmoù tennoù armoù nukleel a zegasje kemmoù war an hir dermen, da gentañ e vije an dilerc'h skinoberiek hag a vije krouet, ar pezh a c'hellje degas efedoù drastus, evel ar "goañvezh nukleel"[1][2][3][4][5][6], un naonegezh nukleel ha betek kouezhadenn ar sevenadurezh[7][8][9]. Ur brezel gant armoù termonukleel gant munisionoù ar Brezel Yen, pe gant munisionoù bihanoc'h an amzer a-vremañ, a c'hellje krouiñ posublderioù betek tizhout steuzidigezh an denelezh[10].

D'an deiz-a-hiziv, implij nemetañ an armoù derc'hanel en ur brezel a oa bet e 1945 gant Stadunaniz e-kerzh bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki[11]. D'ar 6 a viz Eost 1945, ur vombezenn uraniom (lesanvet "Little Boy") a oa bet bannet war kêr Hiroshima e Japan. Tri devezh war-lec'h, d'an 9 a viz Eost, ur vombezenn plutoniom (lesanvet "Fat Man") a oa bet bannet war kêr japanat Nagasaki. An daou zarvoud o devoa lazhet e-tro 200 000 a dud ha buanaet kodianidigezh Japan, hag a oa bet a-raok ma vije implijet un arm nukleel all.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (1986) 7 Possible Toxic Environments Following a Nuclear War – The Medical Implications of Nuclear War 1985 – The National Academies Press. DOI:10.17226/940. ISBN 978-0-309-07866-5. 
  2. "nuclear winter". Encyclopædia Britannica. (August 2023).
  3. Martin, Brian (December 1982). "The global health effects of nuclear war". Current Affairs Bulletin 59 (7)
  4. Critique of Nuclear Extinction – Brian Martin 1982.
  5. The Effects of a Global Thermonuclear War.
  6. Long-term worldwide effects of multiple nuclear-weapons detonations. Assembly of Mathematical and Physical Sciences, National Research Council,1975..
  7. (1983) "Long-term biological consequences of nuclear war". Science 222 (4630): 1293–1300. DOI:10.1126/science.6658451
  8. Overview of the Doomsday Clock. Bulletin of the Atomic Scientists.
  9. The Nuclear Winter: The World After Nuclear War, Sagan, Carl et al., Sidgwick & Jackson, 1985
  10. Tonn, Bruce (2009). "A singular chain of events". Futures 41 (10): 706–714. DOI:10.1016/j.futures.2009.07.009
  11. Tannenwald, Nina. 'Limited' Tactical Nuclear Weapons Would Be Catastrophic
    (en)
    .

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]