Mont d’an endalc’had

Brezel etre Italia ha Gres

Eus Wikipedia
Brezel etre Italia ha Gres
brezel
Rann eusBalkans Campaign Kemmañ
Lec'hAlbania, Gres Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Her 1940 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Ebr 1941 Kemmañ
PerzhiadUgo Cavallero, Wilhelm List, Sebastiano Visconti Prasca, Alexandros Papagos Kemmañ

Ar Brezel etre Italia ha Gres (gresianeg: Ελληνοϊταλικός Πόλεμος, Ellinoïtalikós Pólemos), anvet ivez brezel italian-gresian, Kampagn italian Gres, Aloubadeg italian Bro-C'hres, pe Brezel '40 e Gres, a oa bet stourmet etre Italia ha Bro C'hres eus an 28 a viz Here 1940 betek an 23 a viz Ebrel 1941. Ar brezel-se a oa bet kroget gant Kampagn ar Balkanioù e-kerzh an Eil Brezel-bed etre nerzhioù lu an Ahel hag ar Gevredidi, ha troet en Emgann Gres pa oa bet ar Saozon hag an Alamanted o kemer perzh.

D'an 10 a viz Even 1940, an Italia faskour he doa disklêriet ar brezel da Frañs ha d'ar Rouantelezh-Unanet. E miz Gwengolo 1940, an Italianed o devoa aloubet kreisteiz Bro-C'hall, Somaliland saoz hag Ejipt. An holl darvoudoù-se a oa bet heuliet gant ur c'hampagn e kazetennoù Italia a-enep Gres, a oa bet tamallet dezhi bezañ suj d'ar Saozon. Meur a atahin a oa bet betek distruj ar morreder skañv gresian Elli gant an Italianed d'ar 15 a viz Eost. D'an 28 a viz Here, Mussolini en doa embannet un ultimatom da vro C'hres o c'houlenn e vije lezet tiriadoù gresian gant Italia, ar pezh a voe nac'het raktal gant Kentañ ministr Gres, Ioannis Metaxas.

Aloubadeg Gres gant Italia a voe kroget gant rannarmeoù eus al Lu roueel italian adalek tiriad Albania aloubet gant Italia. Ar re-se a oa dafaret fall ha renet gant ofisierien diboell pe diskiant eus ar brezel. An disoc'h a oa bet fall evito : an Italianed a oa bet talet outo en un doare kreñv-souezhus gant Arme Gres ha deuet e oant a-benn da vont war-raok eus un nebeud kilometroù nemetken. Ouzhpenn-se, al lec'h tagañ choazet ganto, harzoù Albania gant Gres, a oa meneziek ha bouilhennek, ar pezh a oa bet ur skoilh ouzhpenn evit an dagerien. Gant mestroni ar Saozon war an oabl hag o harp gant dafar, an nerzhioù lu gresian a oa deuet a-benn da dalañ ouzh an aloubadeg italian e tiriad Gres e-kreiz miz Du. Goude-se e oa bet darn eus nerzhioù an arme gresian oc'h enep-argadiñ, betek rediañ an Italianed da gilañ betek harzoù Albania. An enep-argadenn c'hresian a oa bet en he barr gant kemeridigezh ode Klisura e miz Genver 1941, e-tro 12 kilometr a-dreñv harzoù Albania. Trec'het e oa bet an aloubadeg, hag ar c'holl gant an Italianed e-tal enep-argad ar C'hresianed e 1940 a zo bet anvet "kentañ emdenn nerzhioù an Ahel er brezel" gant Mark Mazower. Ar C'hresianed o doa "bamet an holl dud gant kalonegezh o difenn".