Mont d’an endalc’had

Brezel enepnijerez

Eus Wikipedia
brezel enepnijerez
Iskevrennad eusbrezel Kemmañ

Brezel enepnijerez[1] a reer eus an doareoù implijet da dalañ ouzh ar brezel-aer[2] ha dindan an anv-se e lakaer neuze "an holl doareoù savet evit nullañ pe digreskiñ efedusted obererezhioù enebour eus an oabl"[3]. E-touez an doareoù-se e vez reizhiadoù armoù diazezet war an douar, dindan gorre an douar (adal listri-spluj), ha reoù en oabl, ouzhpenn reizhiadoù kaptorioù, diarbennoù gourc'hemenn ha kontrollañ, ha doareoù dioberiant (da skouer stankadennoù baloñsoù). Gellout a ra bezañ implijet evit gwareziñ nerzhioù morlu, tirlu, ha reoù aerlu. Evit an darn vrasañ eus ar broioù, ar striv pouezusañ eo hini difennerezh an tiriad. An Difennerezh enep-misiloù a zo un astenn eus ar brezel enepnijerez, evel ma'z eo an doareoù da glask talañ ouzh kement doare bannadell nij.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]