Brezel diabarzh Soudan (2023-bremañ)
| Rann eus | Sudanese transition to democracy |
|---|---|
| Bro | Soudan |
| Lec'h | C'hartoum |
| Deiziad | 2023 |
| Deiziad kregiñ | 15 Ebrel 2023 |
| Perzhiad | Nerzhioù harpañ bliv, Nerzhioù lu Soudan |
Ur brezel diabarzh a zo kroget d'ar 15 a viz Ebrel 2023 gant daou luskad enebet eus ar gouarnamant milourel e Soudan. Ar bec'h a wel eus un tu Nerzhioù lu Soudan (NLS), renet gant ar jeneral Abdel Fattah al-Burhan, enebet ouzh damsoudarded an Nerzhioù harpañ bliv (NHB), renet gant Mohamed Hamdan Dagalo (brudet ivez evel Hemedti), hag a zo e penn ar c'hengevread Janjaweed. Meur a aozadur pe strolladoù armet bihanoc'h a gemer perzh er brezel. An emgannoù a zo bet dreist-tro e trowardroioù ar gêrbenn, C'hartoum, pa oa kroget ar brezel gant emgannoù bras, hag e rannvro an Darfour.[1][2][3] Tevourien niverus a zo bet lazhet en Darfour e-kerzh lazhadegoù Masalit, hag a zo bet taolennet evel un naetadur gouennel pe betek ur gouennlazh.[4] Soudan a zo bet diskrivet evel ar gwashañ krizenn denel; tost da 25 milion a dud a zo gouzañver eus naonegezh bras. D'ar 7 a viz Genver 2025, Stadoù-Unanet Amerika en doa embannet e oa an NHB hag ar bezenoù oc'h harpañ anezho reoù o seveniñ ur gouennlazh.[5]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Why Sudan's catastrophic war is the world's problem" (29 August 2024).
- ↑ "100 days of conflict in Sudan: A timeline", Al Jazeera (24 July 2023).
- ↑ Steinhauser, Gabriele (12 August 2024). War Tears Apart Sudan's Capital City.
- ↑ "Genocide returns to Darfur".
- ↑ Genocide Determination in Sudan and Imposing Accountability Measures (en).