Brezel an tri-ugent vloaz
Brezel an tri-ugent vloaz (galleg: Guerre de Soixante Ans, saozneg: Sixty Years' War) a oa padet eus 1754 betek 1815 hag e oa bet ur stourm milourel evit bezañ mestr war Rannvro al lennoù meur, e Norzhamerika, gant al Lenn Champlain hag al Lenn George. Un hollad brezelioù ha stourmadennoù niverus a-hed hir amzer eo Brezel an tri-ugent vloaz. Enebet e oa Impalaeriezh Breizh-Veur, an Impalaeriezh trevadennel c'hall, ar Stadoù-Unanet, hag an Amerindianed. An anv Sixty Years' War a zo bet implijet gant an istorourien evit gwelet ar mare-se evel un hollad, evit ober anv eus ur brezel nemetken kentoc'h eget eus darvoudoù distag an eil re diouzh ar re all.
Brezel Gall hag Indian (1754–1763)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit tud Kanada eo ar brezel-se evel talbenn amerikan Brezel Seizh Vloaz. Evit Stadunaniz eo ur stourm amerikan hep liamm ebet gant brezelioù Europa. Lod kelennerien skol-veur a wel ar brezel-se evel ul lodenn eus ur brezel kalz ledanoc'h etre Rouantelezh Breizh-Veur ha Rouantelezh Bro-C'hall. An darn vrasañ eus an istorourien a wel ar brezel-se evel unan etre trevadennoù an Amerika saoz ha re Impalaeriezh trevadennel Frañs, pep tu o vezañ harpet gant meuriadoù indian ha sikouret gant ar "mammvroioù". Pep tu a glaske bezañ mestr war traoñienn an Ohio ha Rannvro al Lennoù bras, anvet er Frañs nevez ar "broioù krec'h" (galleg: pays d'en haut). Indianed ar pays d'en haut o devoa liammoù kenwerzhel kozh gant ar C'hallaoued hag alies e oant o stourm ganto. Ar meuriadoù Iroquois o devoa klasket chom neptu er stourm, nemet ar Mohawked hag a stourme gant ar Saozon. Ur wech aloubet ar Frañs nevez gant ar Saozon, e oa bet roet lamm d'an trevadennerezh gall er vro ha diazezet ren Breizh-Veur war Kanada.
Brezel Pontiac (1763–1765)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Haperien indian ar C'hallaoued trec'het a oa emsavet a-enep ar Saozon dipitet bras gant o zoareoù da ren an diplomatiezh gant ar meuriadoù. Pontiac en doa kavet harperien evit tagañ kreñvlec'hioù ar Saozon e Detroit hiziv-an-deiz e Michigan, e Pennsylvania ha New York, ha betek ar Mississippi.[1]. Echuet e oa an emsavadeg goude ergerzhadennoù brezel ar Saozon e 1764 hag a oa bet mammenn emglevioù peoc'h daou vloaz goude. An indianed ne oant ket deuet a-benn da skarzhañ ar Saozon, met an emsavadeg en doa rediet ar gouarnamant saoz da gemmañ an doare politikerezh a oa bet betek-henn. Muntr Pontiac e 1769 en doa lakaet ur brezel etre indianed da darzhañ.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ottawa Chief Pontiac's Rebellion against the British begins (May 4, 2021). Kavet : 05/05/2025.