Mont d’an endalc’had

Brezel Gall hag Indian

Eus Wikipedia
Brezel Gall hag Indian
brezel
Rann eusBrezel Seizh Vloaz, French and Indian Wars Kemmañ
Lec'hNorzhamerika Kemmañ
Deiziad kregiñ1754 Kemmañ
Deiziad echuiñ1763 Kemmañ
Efedgovernment debt Kemmañ

Ar Brezel Gall hag Indian,[1] a oa bet ur brezel en Norzhamerika, adalek 1754 betek 1763, etre Rouantelezh Breizh-Veur ha Rouantelezh Bro-C'hall, harpet gant kevredidi amerindian. Dre-vras e vez an istorourien o lakaat ar brezel-se evel ul lodenn eus ar brezel ledanoc'h anvet Brezel Seizh Vloaz, eus 1756 betek 1763. Evit ul lod all ez eo ivez ul lodenn eus Brezel an tri-ugent vloaz. E Stadoù-Unanet Amerika eo disheñvel an traoù rak gwelet eo an aliesañ evel ur brezel dizalc'h diouzh an holl re all.

En un doare ofisiel e oa sañset bezañ peoc'h etre rouantelezhioù Breizh-Veur ha Bro-C'hall goude Feur-emglev Aachen sinet e 1748. E gwirionez e chome stegn an traoù evit ar c'henwerzh e Norzhamerika, hag ar gwashañ a oa bet an tabut evit Forks of the Ohio (kember div stêr hag a ya da stummañ an Ohio) hag ar c'hreñvlec'h gall nes Fort Duquesne. E Mae 1754 e oa bet Emgann Jumonville Glen, pa oa bet bezen Virginia renet gant George Washington o tagañ soudarded c'hall dre souezh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Brudet e-touez Kebekiz evel La Guerre de la Conquête (brezel an alouberezh)