Brezel Bosnia-ha-Herzegovina
| Rann eus | brezelioù Yougoslavia |
|---|---|
| Lec'h | Republik Bosnia-ha-Herzegovina |
| Deiziad kregiñ | 6 Ebrel 1992 |
| Deiziad echuiñ | 14 Kerzu 1995 |
| Abeg pennañ | freuzadenn Yougoslavia |
| Efed | skridoù-emglev Dayton |
Brezel Bosnia (serbeg-ha-kroateg: Rat u Bosni i Hercegovini, Рат у Босни и Херцеговини), anvet ivez brezel Bosnia-ha-Herzegovina, a oa bet ur brezel e Bosnia-ha-Herzegovina, etre 1992 ha 1995. Goude meur a zarvoud feuls diagent, lakaat a reer ar 6 a viz Ebrel 1992 evel deiziad tarzhadenn ar brezel, pa oa bet Republik Bosnia-ha-Herzegovina nevez-savet o vezañ degemeret en un doare ofisiel en estrenvro. Echuet e voe d'an 21 a viz Du 1995 gant skridoù-emglev Dayton. An tuioù engouestlet a oa dreist-holl nerzhioù armet gouarnamant Republik Bosnia-ha-Herzegovina, enebet ouzh re ar c'henstad eus Republik Herzeg-Bosnia ha Republik Srpska hag a oa renet ha dafaret pep hini gant Kroatia ha Serbia[1][2].
Ar brezel a oa ul lodenn eus freuzadenn Yougoslavia. Goude disrannadur Slovenia ha Kroatia diouzh Republik Kevredadel Sokialour Yougoslavia e 1991, Republik Sokialour Bosnia-ha-Herzegovina hag a oa lies-etnek– hag a oa annezet dreist-holl gant muzulmaned Bosniak (44%), Serbed Ortodoks (32.5%) ha Kroated katolik (17%) – a oa bet o kinnig votiñ dre ur referendom evit an dieubidigezh d'an 29 a viz C'hwevrer 1992. Pennoù politikel Serbed Bosnia o doa galvet da chom hep kemer perzh er boblvouezhiadeg hag o devoa nac'het degemer an disoc'hoù. Evit diarbenn disoc'h ar referendom, pennoù uhel Serbed Bosnia o devoa disklêriet "Republik Serbed Bosnia ha Herzegovina" d'an 9 a viz Genver 1992 (serbeg: Republika srpskoga naroda Bosne i Hercegovine)[3], o sevel evel-se diazezoù ar pezh a zo deuet da vezañ Republika Srpska hiziv.