Brezel Bosnia-ha-Herzegovina
| Rann eus | brezelioù Yougoslavia |
|---|---|
| Lec'h | Republik Bosnia-ha-Herzegovina |
| Deiziad kregiñ | 6 Ebrel 1992 |
| Deiziad echuiñ | 14 Kerzu 1995 |
| Abeg pennañ | freuzadenn Yougoslavia |
| Efed | skridoù-emglev Dayton |
Brezel Bosnia (serbeg-ha-kroateg: Rat u Bosni i Hercegovini, Рат у Босни и Херцеговини) anvet ivez brezel Bosnia-ha-Herzegovina a oa bet ur bec'h armet e Bosnia-ha-Herzegovina, etre 1992 ha 1995. Goude meur a zarvoud feuls, lakaet e vez evel deiziad tarzhadenn ar brezel d'ar 6 a viz Ebrel 1992 pa oa bet Republik Bosnia-ha-Herzegovina nevez savet o vezañ peurzegemeret en un doare ofisiel. Echuet e oa d'an 21 a viz Du 1995 goude skridoù-emglev Dayton. An tuioù engouestlet a oa dreist-holl nerzhioù armet gouarnamant Republik Bosnia-ha-Herzegovina, enebet ouzh re ar c'henstad eus Republik Herzeg-Bosnia ha Republik Srpska hag a oa renet ha dafaret gant Kroatia ha Serbia, evit pep a hini.[1][2]
Ar brezel a oa ul lodenn eus freuzadenn Yougoslavia. Goude disrannadur Slovenia ha Kroatia diouzh Republik Kevredadel Sokialour Yougoslavia e 1991, Republik Sokialour Bosnia-ha-Herzegovina hag a oa lies-etnek– hag a oa anneziet dreist-holl gant muzulmaned Bosniak (44%), Serbed Otodoks (32.5%) ha kroated katolik (17%) – a oa bet o kinnig da votiñ dre ur referendom evit an dieubidigezh d'an 29 a viz C'hwevrer 1992. Pennoù politikel serbed Bosnia o doa galvet da chom hep kemer perzh er boblvouezhiadeg hag o devoa nac'het degemer an disoc'hoù. O raksoñjal war an disoc'h o tont, pennoù uhel serbed Bosnia o devoa disklêriet "Republik Serbed Bosnia ha Herzegovina" d'an 9 a viz Genver 1992 (serbeg: Republika srpskoga naroda Bosne i Hercegovine),[3] ar pezh a zo deuet da vezañ abaoe diazez Republik Srpska a-hiziv.