Brezel-bed
Neuz
brezel bed
| Iskevrennad eus | brezel |
|---|---|
| Deskrivet en URL | http://божественныйпринцип.рф/Mirovye_vojny.html |
| Dezverket dre | worldwide |
Ur brezel-bed a vez graet eus ur brezel etrebroadel lec'h ma vez darn eus ar galloudoù brasañ er bed o kemer perzh pe o vezañ an dachenn-emgann[1]. Implijet e vez an droienn-se evit ober anv eus an daou vrezel brasañ hag a zo bet en XXvet kantved, ar C'hentañ Brezel-bed (1914–1918) hag an Eil Brezel-bed (1939–1945). Lod istorourien avat a ra brezel-bed eus brezelioù all evel Brezel an Nav Bloaz, Brezel Hêrezh Spagn, ar Brezel Seizh Vloaz, Brezelioù ar C'henunaniezhioù hag ar Brezel Yen.