Mont d’an endalc’had

Breur Bihan

Eus Wikipedia
Breur Bihan
Anv badez Wolfgang Ewald Creutzfeldt pe Wolfgang Leo Helmuth Creutzfeldt
Lesanvioù Breur Bihan

Ar marmouz bras

Deiziad ganedigezh Dianav
Aet da anaon
Lec'h ganedigezh Hambourg, Alamagn
Bro Alamagn
Skourr Wehrmacht
Micherioù Laer

Soudard

Renk Obergefreiter
Unvezh 19vet rann panzer

27vet rejimant panzer

Emgannioù pennañ Koursk

Stalingrad
Monte Cassino

Breur Bihan a zo un dudenn a adkaver lies e romantoù istorel Sven Hassel. An Obergefreiter Wolfgang Creutzfeld eus e anv gwirion a zo genidik a Hambourg bet eo bet o vevañ e karter Sankt Pauli, straed Hein Hoyer Strasse, e Hambourg a-raok an Eil Brezel-bed.

Kustum eo ouzh an tiez-reizhañ, d'an toulioù-bac'h ha d'ar rejimantoù pinijennañ.

Enebour brasañ Breur Bihan ha Joseph Porta a zo ar penn inspektour Nass.

Kondaonet ez eo d'ar c'hampoù-bac'h ha goude-se en em gav er 27vet rejimant panzer.

Goude ar brezel e emezel gant Alfred Kalb "lejioner" el Lejion Estrañjour gall.

Mervel a raio en un ospiti evit al lejionerien gozh evel e gamarad Alfred Kalb "Lejioner".

Ken simpl ez eo e spered hag e live soñjal ma z'eo ramzel a gorf hag a nerzh. Kompren a ra a-dreuz darn an amzer ar pezh a vez klasket deskiñ dezhañ gant ar veleien pa oa yaouankoc'h ha gant an ofiserien abaoe ma z'eo soudard er Wehrmacht.

Ma c'hell bezañ feuls taer dreist-holl na pa glasker goapaat outañ, an dudenn karantezusañ ez eo e-bed romantoù Sven Hassel. Klask a ra meur a wech da saveteiñ bugale, babigoù ha merc'hed.

Un torr-kalon ez eo dezhañ gwelet tud munut a gorf bezañ brevet gant ar brezel.

Pa vez o klask kompren un dra bennak e laka maez e beg e teod ramzel ha gant e bizied e krabiz e benn. Pa soñj dezhañ ez eo pouezhus ar pezh a vez kontet dezhañ e kemer notennoù en ur garnedig.

Pa ne vez ket laouen pe pa ne gompren ket un urzh e vez alies o komz a vouezh uhel pezh a lak anezhañ pe da vezañ goapaet pe da grediñ e ra goap ouzh an ofiserien, kalz kudennoù a vez gantañ a-benn neuze ha pinnijenet ez eo lies.

Skrivañ a ra e-giz ur vugel yaouank flamm, e skritur a zo tev gant fazioù e-leizh.

Plijet ez eo gant ar bandennoù-treset ha gant ar filmoù evit ar vugale. Gellout a ra o lenn adlenn pe o kwelet hag adwelet difin gant aket ha dudi betek ruilhañ gant ar c'houarzh war al leur.

Soudarded en ur foz difenn gant un MG42

Plijet bras ez eo da selaou kontadennoù damm ijinet e gamarad Porta ha da gontañ e droioù-kaer gant ar yuzev David mab ur gwerzher mantilli feur.

E gamalad brasañ a zo Joseph Porta, gantañ e vez o kas da-benn kefridioù laerañ boued, laerañ arc'hant hag ar c'hoarioù-kartoù doare c'hoepad. Difenn a ra e gamarad hep klask gouzout ar perak nag ar penaos eus ur stourm.

Kas a vag d'an dud a implij ar galloud evit flastrañ ar re vunut: SS, komiserien politik rusian, archerien... N'eo ket a-enep tamm ebet d'o krougañ.

Plijout a ra dezhañ debriñ hag evañ forzh pegement hag ar merc'hed. Hudur ez eo da geñver ar vaouezed dre e zro-spered bugel.

Alies e vez gwelet o vutuniñ pe o kaout ur sigar en e beg hag un tog pompad pezh a zisplij bras d'an ofiserien hag a lak anezho da fuloriñ.

Spouronet ez eo gant ar bed relijiel ha pa vez kaoz eus ar Pab pe Jezuz pe Allah e sav ur barad anaon ennañ dre an torfedoù en deus bet graet a-hed e vuhez. Lejioner pe Alfred Kalb a implij ar fed-se evit gopaat outañ.

Breur Bihan a zo ur ramz da geñver korf, keñveriet e vez lies gant un tarv e-keñver an nerzh korf hag a zo gantañ. Gellet a ra dougen pouezhioù uhel e-pad pell heo bezañ skuizh.

Emzellet ez eo er Wehrmacht er bloavezh 1933 pa oa 15 vloaz. Abaoe ez eo chomet soudard, memes ma rankfe bezañ adkaset d'ar ger dre ma oa bet o sinañ ur goñje a 10 vloaz nemetken. Plijout a ra dezhañ en laret d'an ofiserien evit o lakaat da vezañ luet.

Dre e emzalc'h hag e spered berr e chom stanket gant ar renk a Obergefreiter.

Soudarded ar c'hirri-hobregonet panzer war talbenn ar reter o c'hortoz pignat d'an talbenn

Penn ar rejimant, Manfried Hinka en ur welet na penaos ez eo ur soudard a zoare a dremeno eus ur sell drouk etrezek ur sell tad warnañ meur a wech e savetao anezhañ eus ur c'huzul-barn brezel.

Ma z'eo diaes dezhañ da gompren an urzhioù pezh a zegas dezhañ kudennoù e-leizh ur soudard a-feson ez eo. E nerzh korf hag e vank a spered a laka anezhañ da gas da benn kefridioù dreistordinal evel distrujañ tankoù gant minennoù pe stourm taer tostik-tost ouzh an enebourien.

Plijet ez eo gant implij mindrailherezhioù, grenadennoù, mortarioù, skarzherien-tan, minennoù enep-tankoù, kontill hag ur gordenn pe neud houarn evit dic'houzougañ an enebourien.

En tankoù e vez eñ o adkargañ ar c'hanol gant an obuzennoù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Døden på Larvefødder (Rodoù ar marv) (1957) (Goañv 1943 - Meurzh 1944)
  • Frontkammerater (Kamaraded an talbenn) (1960) (Ebrel-Eost 1944)
  • Marchbataillon (Batailhon-bale) (1962) (fin 1942 - Ebrel 1943)
  • Gestapo (1943-1944)
  • Monte Cassino (1963) (Genver-Mae 1944)
  • Likvidér Paris ! (Risañ Pariz!) ((1967) Even 1944 - C'hwevrer 1945)
  • SS-generalen (Jeneral SS) (1969) (fin 1942- Ebrel 1943)
  • Glemt af Gud (Hent gwadus ar marv) (1977) (Hañv 1944 )
  • Jeg så dem dø (Brezel an hañv) (1974) (Here 1941 - Genver 1942)
  • Kommando Reichsführer Himmler (Kommando Reichsführer Himmler) (1972) (Eost-Here 1944)
  • GPU-Fængslet (Toull-bac'h ar GPU) (1971) (Goañv 1942 - 1943)
  • Krigsret (Barnadeg-brezel) (1979) (Goañv 1942-1943)
  • Kommissæren (Ar c'homiser) (1985) (Hañv 1941)