Bretoned
Neuz
Ar Vretoned (pe Breizhiz) eo anv ar bobl a zo o chom e Breizh.
Peurvuiañ e lavarer e teu ar Vretoned eus daou rumm tud :
- ar Gelted damromanekaet a oa en Arvorig goude an aloubadeg roman er Iañ kantved kent JK ;
- ar Vrezhoned deuet eus Enez Vreizh adalek ar VIvet kantved eus Kembre hag eus Kernev-Veur dreist-holl ; int-i a voe diazez istorel Breizh goude ma ne voe ket peurvrezhonekaet ar vro gante.
Anvioù ar Vretoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Britanni, Brit(t)ones
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- El levrioù De bello gallico gant Julius Caesar (Iañ kantved kt JK), ha De Vita Agricolae gant Tacitus (Eil kantved kt JK), e vez graet gant an anv latin Britanni.
- En Historia Brittonum gant Nennius e lenner Britones. Diwar Britones eo deuet ar gerioù Breton e galleg hag e brezhoneg goude, Briton e saozneg, ha da gentañ-penn en troidigezhioù eus oberennoù Jafrez Menoe.
Brython, Brezhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brythoniaid e kembraeg, deuet eus ar ger Britones e latin, a vez lavaret eus Brezhoned kozh Enez Vreizh ; Llydawyr a vez lavaret eus Bretoned Breizh.
- Brezhon n'eo ket gwall anavezet, koulskoude eo anezhañ e teu ar ger "brezhoneg".
Lec'hioù ha monumantoù a bouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darvoudoù a bouez en XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouidigezh Kan ar Bobl e 1973
- Krouidigezh Gouel ar brezhoneg e 1974
- Krouidigezh ar rouedad skolioù Diwan e 1977
- Tro Breizh adlañset e 1994
Darvoudoù a bouez er XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Redadeg e 2008
- Kib vell-droad Bro-C'hall gounezet gant Gwengamp e 2009