Mont d’an endalc’had

Bren Ten

Eus Wikipedia
Bren Ten


Ur bistolenn Bren Ten Special Forces
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn damaotomatek un-ober/daou-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù .10 mm Auto
.45 ACP
Produer Dornaus & Dixon Enterprises, Inc.
Mare produiñ 1983-1986
Niver produet War-dro 1.500
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,964 kg
Mas (karget) 1,1 kg
Hirder 222 mm
Hirder ar c'hanol 127 mm

Endalc'h Karger fiñv 8 pe 10 tenn (10 mm Auto)
8 tenn (.45 ACP)
Adstummoù Gwelet ar pennad
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Bren Ten zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ha daou-ober graet gant an embregerezh stadunanat Dornaus & Dixon Enterprises Inc. etre 1983 ha 1986. O frodu nemetañ e voe.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e oa pourveziet nerzhioù polis ar Stadoù-Unanet gant revolverioù uhel o c'halibr met hiroc'h da adkargañ, pe pistolennoù damaotomatek doare Wonder Nine, uhel endalc'h o c'harger met dezhe munisionoù 9 mm izeloc'h o galloud-herzel[1].

Savet e voe ar Bren Ten d'ar c'houlz-se gant Thomas Dornaus ha Michael Dixon, gant sikour Jeff Cooper. O fal e oa krouiñ evit ur bistolenn hag a vodje perzhioù mat an daou seurt arm, ha kinnig ur bistolenn modernoc'h evit ar Colt M1911 implijet en arme stadunanat[2]. Kemmañ a rejont ur CZ 75 evit ma c'hallje degemer ar munisionoù nevez 10 mm Auto ijinet gant Whit Collins ha produet gant an embregerezh svedat Norma. Anvet e voe Bren Ten abalamour da gêr broduiñ orin ar CZ 75 (Brno, e Tchekoslovakia, Bren)[1] ha d'e galibr (10 mm, Ten). Un arm e dir disvergl e oa, hag a rae gant ur sistem tennata dre argil berr heñvel ouzh hini ar Browning HP.

Kinniget e voe ar bistolenn en ur mod standart (karger 10 tenn) ha Compact (karger 8 tenn). Adstummoù anezhe a voe savet evel an SF (Special Forces, dezhañ ur c'hanol 4 meutad e-lec'h 5). Siwazh e talas an embregerezh ouzh meur a gudenn, evel kalite ar produiñ, tres ar c'hargerioù soñjet fall ha diaesterioù da respont d'ar rakurzhiadennoù armoù[1]. Ar Bren Ten a oa ivez un arm ponner, luziet e wikefre, hag a zegase kalz argil pa veze tennet gantañ[3].

Ne zeuas ket ar Bren Ten a-benn da gendrec'hiñ sevij surentez bras pe arme ebet. 1.500 skouerenn anezhi a oa bet produet hepken pa reas an embregerezh freuz-stal e 1986[3].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ur bistolenn Bren Ten gant Sonny Crockett (c'hoariet gant Don Johnson) er stirad polis Miami Vice (1984-1989)[4].

  1. 1 2 3 (en) McCOLLUM Ian, Bren Ten: The Most Tactical Pistol!, Forgotten Weapons, 30/09/2015 (lennet d'an 18/08/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, Bren Ten Pistol, Modern Firearms (lennet d'an 18/08/2025)
  3. 1 2 (en) SULLIVAN Ryan F., Bren Tens: History and Development, Rock Island Auction Company (lennet d'an 19/08/2025)
  4. (fr) Bren Ten, Deux flics à Miami.fr (lennet d'an 19/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan