Breizh digunvez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Fedoù souezhus diwar-benn Breizh, dianav pe zisoñjet evit an darn vuiañ anezho, a gavot er bajenn-mañ.

Euredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1957, da-heul e grouidigezh gant Jean-Marie Bressand (1919-2011) en devoe Kevredad-bed ar C'hêrioù Gevellet klasket dimeziñ Brest gant Tonnerre e Bourgogn. Den ne oar perak e c'hwitas war e daol.
  • E 1959 e klaskas adarre ar C'hevredad dimeziñ ur gêr vreizhat gant ur gêr c'hall. Combourg a voe dibabet da bried Sotteville e Normandi-Izel. Nac'het e voe an eured gant an div gumun abalamour ma kavent "enep natur" unaniñ Breizh ha Normandi evit abeg pe abeg.

Dipitet-bras e voe ar C'hevredad, pa oa deuet a-benn da zimeziñ kêrioù gall etrezo : Les Arcs ha La Flèche, da skouer. Divizet e voe distreiñ da bal kentañ ar C'hevredad, da lavaret eo dimeziñ kêrioù eus ar bed. Ur c'hwitadenn all e voe eured Laval (Bro-C'hall) ha Lamont (Kanada).

  • 1961 : c'hwitet eured Pabu gant Agen (Okitania) en abeg da nac'hadenn ar Vretoned.
  • En abeg da emsavadeg 1968, den ne ouezas diwar-benn c'hwitadenn eured an eil Sant-Ke gant Vatan (Indre), nag a-zivout hini eured egile gant Givet (Ardennes) ; den ne oar kennebeut perak e voe c'hwitet, ken mat e klot "kae" gant Vatan ha Givet.

Edoù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo gwinizh-du Breizh, anvet ed-du ivez, a zo deuet betek ennomp eus ar Reter-Nesañ e-kerzh Brezelioù ar Groaz[1]. Disoñjet avat eo bet ar fed ma kemeras ar gwinizh-du lec'h un ed, disheñvel ivez diouzh ar gwinizh, hag a veze gounezet e Breizh kent ar Brezelioù. Ed-gwenn (Fagopyrum garzajentum) a veze graet anezhañ, ha degaset e oa bet da Arvorig er VIvet kantved gant ar Vrezhoned pa zeujont er vro dre ar Su anezhi, alese an anv Gwened ma voe plantet an ed-gwenn evit ar wezh kentañ en Istor Breizh.

Gremm an natur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Sina e reer 氣 (pinyin , distaget "chi") eus un elfenn oberiant hag a gaver e pep boud hag en endro[2]. Hervez an hengoun sinaat e c'hall an den tapout nerzh diwar ar chi, dreist-holl da veure kent ma savfe an heol. Diunvan eo dasparzh ar chi war an Douar avat, kreñvoc'h eo nepell diouzh ar stêrioù hag ar menezioù[3]. Muzuliet e vez ar chi, ha graet eo bet e Breizh ; souezhus a-walc'h eo an disoc'h : pa vije bet gortozet Menez Are pe glannoù ar stêr Aon ez eo e Kore e c'haller kaout ar muiañ a chi da vintin.
Diwar gement-se e ranker kendastum ez eo chi Kore ar gwellañ doare da dapout startijenn da vintin.

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kemper (Kernev), er bloavezhioù 2000, e voe klasket adc'hoari La Reconquista da-geñver ar yezh. Evit ronkal ouzh gallekadur droch an anvioù-lec'h e Breizh — ar re nevez en o zouez — e kinnigas ur strollad dianav betek-henn (ha dianav abaoe) reiñ an anv Kroashent-tro ar Pevar Loen d'ul lec'h hag a zo anavezet gant Kemperiz dindan an anv rond-point Décathlon.

Kimiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1919 ec'h embannas ar Breizhad Gouron Joström bezañ dizoloet ar gaz nobl 118UUo dre veskañ sistr Kerne, muskadig bro-Naoned, holen a Wennrann ha taouarc'h eus Menez Are kent mont d'ar privezioù. An anv Jostromon a roas d'an elfenn nevez.
Daoust da orin svedat ar c'himiour e kavas barnerien ar priz Nobel ne oa ket ken gour-se dizoloer ur gaz ha ne oa ket ken nobl-se ivez — ar pezh a voe kadarnaet pa lennjont danevell e labourioù : ken digalonekaet e voent dirak kement a voc'haj ma kavjont gwelloc'h chom hep reiñ ar Priz er bloavezh-se.

Pennoù kleiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leoniz hepken her gouezas : e 1974 e voe Bro-Saoz taget gant Alamagn adarre, evel m'hen embannas Skol-veur Breizh-Izel er bloavezh-se end-eeun :

2 ema avionou an Almanted uz da Vro-Zôz [4]

Debrerien-tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'o c'haver mui e Breizh hiziv : dec'h e voe debret an hini diwezhañ...
... Met e 1974 e oa c'hoazh anezho e Brest, evel m'her prou ar skrid-mañ bet embannet gant Skol-Veur Kerdizef :

— Petra zo bed ?

— Kouezed zo eur pôtr koz diwar e velo.
— Paour kêz den ! Gwall daped eo ?
— Ya, torred e-neus e harr.
— Ed zo unan-bennag da gerhad eur medesin ?

— Ya, me zo bed o telefoni ti ar higer.[5]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Histoire du blé noir
  2. HO Peng Yoke, Li, Qi, and Shu: An Introduction to Science and Civilization in China, Dover Publications, R-U, 2003 ISBN 978-0-486-41445-4
  3. Trugarez da Implijer:Siubhán McGunn, lesanvet "CHIS" ("China In Scotland")
  4. LE DU Jean & LE BERRE Yves, ar brezoneg dre zelled, kleved, komz ha lenn (kentel 41, p. 49), Université de Bretagne Occidentale, Brest, 1974 — Meneg ebet eus ar mouller (a-pezh a zo e-maez lezenn), ISBN ebet.
  5. Ibid., S5, p. 32