Mont d’an endalc’had

Breizh a live

Eus Wikipedia

Breizh a live a zo un emgav tro-dro d'ar brezhoneg hag a zo bet d'ar 6 a viz Gwengolo 2025 e Karaez[1]. Hervez an aozerien e oa o fal « sachañ evezh ar Vretoned (brezhonegerien pe get) war ar pouezus m’eo delc’her bev hor brezhoneg ha krouiñ un aergelc'h evit e lakaat da vleuniañ»[2]. Ur sonadeg hag emvodoù zo bet.

  • Murlivadur er sal Glenmor
  • Kaozeadenn e galleg war dazont ar brezhoneg : "Setu... komzet e vo e galleg, evit an daol grenn-mañ, pouezus e oa bezañ komprenet gant ar c'hallegerien, peogwir ni, arzourien, hon eus c'hoant da gomz da dout ar Vretoned, ledanaat hor c'helc'h emsavel, hag ivez lakaat tout asambles hor c'halonoù, evit Breizh hag evit ar brezhoneg"[3] (Gwennyn, 06/09/2025).
  • Abadenn sonerezh

An arzourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gilles Servat hag Alan Stivell ne c'hellont ket dont d'an abadenn[5].

Ouzhpenn ar pal brudañ ar yezh e vo implijet an arc'hant rastellet evit : "deus un tu, ar skolioù e brezhoneg, Diwan, Divyezh ha Divaskell Breizh. Deus un tu all, an hanter eus an arc’hant a yelo da grouidigezh Levraoueg vroadel Breizh, war skouer hini Bro Gembre, Llyfrgell Genedlaethol Cymru, da vodañ an holl levrioù bet skrivet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg"[6].

Galvoù da gemer perzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet an darvoud gant ar mediaioù rannvroel. Gervel a ra kevredigezhioù sevenadurel zo da gemer perzh, evel Koun Breizh ha Ti ar Vro Kemperle, ha daou strollad politikel, Strollad Breizh[7] hag an UDB (kemenn war Facebook).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]